Ar raz qær hac ar raz divar ar mæz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Razh Kêr ha Razh Kouer.

◄  Ar glesqer hac an hegen Ar raz qær hac ar raz divar ar mæz Ar bleiz hac an oan   ►


AR RAZ QÆR HAC AR RAZ DIVAR AR MÆZ.
(Livre I, Fable IX.)


Raz qær a roas ar beden
D’e vreur o chom var ar mæs
Da zebri gantan fritaden
Quilheryet assambles.

Var un tapis soupl ha sqidus
Ar frico oe servichet.
Comprenit na peguen joaüs
Oa ar c’houblat mignonet.

Lein a oa fichet e doare,
Na re sallet na re zouç.
En dra ebatent en dail-ze,
Ur re bennac a ras trous.


Adre an or trous a glefzont :
Peb raz a red quit, m’ar goar.
Achu an trous, e tistrojont
Hac ar ras qær a lavar :

Peur-echuomp hor frigoussen.
Aoalc’h, e me raz couër :
Deut dumâ varc’hoas d’ho meren ;
Ne brometan qet couls cher.

Mæs netra na droubl va frejou ;
Distourm o debran bemdez.
Fæ e guenin an ebatou
C’huero gat spount hac encrez !


********