Ar glesqer hac an hegen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Ar glesqer hac an hegen Ar raz qær hac ar raz divar ar mæz   ►


AR GLESQER HAC AN HEGEN.
(La Fontaine. — Livre Ier, Fable III.)


Ar glesqer, pe mar de guelloc’h, ar ran,
A velas un hegen, lard, huel ha ledan.
Hi, qement hac ur vi,
(Ha bec’h aoalc’h gat-hi,)
En em, hastennas, dre avi,
Evit paraat, mar-g-ell, an aneval cornec,
Ha, dre ma plante c’huez en he c’hoff calonec,
O poursu mui-oc’h-mui : Petra songit, va c’hoar ?
Ha taust on-me deza ? — Mæs he-bèn a lavar :
Allas nan ! — Nac an taul-ma ? —
Pell e moc’h. — Taust on brema ? —
Cals a vanq, va c’hoaric qez.
Qement a ras, o planta c’huez
En he c’hroc’hen, ma crevas
Ha mervel marv-miq var ar plaç.

Ar bed so leun a dud ne dint qet furroc’h tamm ;
Ur bourc’his a savo ur palæs neve-flamm,
Evel ur prinç ; ar prinç, d’e dro,
A fell deza cass ambassadourien,
Evel ur roue, da bell-vro ;
Prinç a garfe douguen ar gurunen ;
Marquis a garfe caout paget ;
An oll a ve o clasq pignat bepret.


********