◄ Perrina hac he fodat laez | Ar merc’het hac ar secret | Ar citrouillezen hac ar mez ► |
Pounnerra samm eo ur secret !
E douguen pell so d’ar merc’het
Ul labour rust ; ha pautret so ive
Qen fall hac hi var ar poent-se.
E-creïs an nos, ur goas, e qichen e hini,
A gommanç crial fors, evit e epprouvi :
Va Doue, pebes poan ! Va c’horf a venn crevi !
Pardon d’am ene paour ! tofet am eus ur vi :
Chetu he beo fresq !… Dal. va mignonez qer ;
Mæs dioal ne gonti tamm tout eus an affer,
Pe me ve hanvet yar. Griq ebet, en ur guer.
Ar c’hræg (n’oa qet eus ar furra
Var cals traou na var ar poent-ma),
A gred, ha var he lè a bromet tevel crenn.
Mæs he lè, assamblez gat an tevaligen,
A yas gat qenta sqeud an deïz.
A boan oa scler ma lammas dioc’h he neiz
Hac hi dar ret da dy ur mignonez :
Chetu petra se bet duma, va c’hommer qez ;
Mæz nel livirit qet, pe cannet e vezin.
Va goas en eus tofet ur vi qement ha tri.
Dalc’hit mat dar secret ; en han’ Doue ; tavit.
Evit piou va c’hemerit ?
E me he-bèn. Ne ouzoc’h qet
Petra e zoun : n’o pezet aon ebet.
Ar plac’h sot a zistro d’an ty.
A boan troët he c’hein gat-hi,
Teod he c’hommer a c’hrill evel glaou ruz
Gat mall counta un taul qen burzudus.
Ouspenn da zeq e conto an affer,
Ha ne basseo qet ebqen gat ur vi caër ;
Tri picol a se bet !… Brema ur straqell-all
E pleg ar scouarn a lavar
Penaus an ozac’h paour en deus tofet pevar !
Ha possub e ve mui dar c’helou mont da fall ?
Cusulia qen se poan gollet ;
An taol ne de mui ur secret :
Cresqi a ra, dre ma vale,
Eus an eil guenou d’eguile :
Ar vi so bet cresqet qement
Abars an nos oa c’huec’h-uguent.