Mont d’an endalc’had

Ar maro hag ann den reuzeudik

Eus Wikimammenn



AR MARO HAG ANN DEN REUZEUDIK


Eur paour keaz reuzeudik pep deiz a c’houlaoue,
            Ha pep pardaez ive
A c’halve ar maro d’he denna euz a boan.

— « Ho ! maro, emez-han, ha te zo kaer ! deuz buan,
» Deuz buan d’am dizamma euz va stropad reusiou. »
O klevet he c’hervel, e kredaz ann ankou
              E vije ann den keaz
              Pa deuje laouen braz.
Skei a ra war ann or, poulza, en em ziskouez.
— « Ah iou ! eme ann den, petra welann ? Eur spez !
» Euzusa tra ef-hen ! He skeud, he skeud hep-ken
» A ra d’in-me skrija ha krena gant anken.
» Kasit-hen pell diouz-in ! Maro, tec’h alese ! »


Eunn den a skiant gwechall aliez a lavare :
        Ra vezinn-me strobinellet,
        Born, kamm, tort, mac’haignet,
’Met e vevinn zo ’walch, ha pa venn zo-ken dall !
Neb a ia oc’h ar grouk a lavar kemend-all.



Tud ar bed ne c’houzont petra eo kaout poaniou,
Pa c’houlennont mervel. Ma ve bet ho zeuliou
        Harp oc’h seul ann ankou,
Ma ve bet gant ar c’hlaz ho gwazied holl sounnet,
Oc’h holl draou ar bed-man ho daoulagad prennet,
Stanket holl ho diskouarn da zelaou er bed-all,
M’ho defe bet klevet ho c’haloun o strakal
Gant diframm ar marv-ien o labourat ho c’hik,

Neuze, war ar bed-man ne vent ket reuzeudik.
Evit poaniou dister, dismeganz pe rendael,
Ne lavarfent neuze ho deuz c’hoant da vervel.
Neuze ne vent gwelet o vont d’en em grouga,
D’en em veuzi er mor, pe da en em laza,
Da gas, enn eur ziskouez n’ho deuz skiant na kaloun,
Ho ene d’ann ifern hag ho c’horf d’ar c’hountroun.