Ar leon hac ar ras

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Ar leon hac ar fubuen Ar leon hac ar ras An durzunel hac ar veryenen   ►


AR LEON HAC AR RAS.
(Livre II, Fable XI.)


Bepret, ha guella ma hilli,
Servich d’an oll, mar bes’ fur, e renti.
Aliez, eus a semploc’h evidomp
E alfemp caout ezom pe dienez.
Diou fablen a rento an dra-se, mar gallomp,
Qen scler evel ar virionez.
 
Etre diou-graban al leon
Ur ras brell ha disonch a lammas vareön,
O tont dioc’h an douar ; mæz roue ar forest
A zisquezas penaus oa dign da veza mæstr,

En eur reï dezi ar vuez.
Ne oe qet collet e vad-ober.
Na piou a gredze jamez
E c’hallze ar leon caout ezom pe affer
Eus a sicour ar ras ? O tont dioc’h ar c’hoajou,
Ar leon a chommas luyet er rouejou.
Caër en devoe yudal ha diffelpa,
Biscoas ne allas o freuza.
Qer buan, var ar plaç
Ar ras a ziredas ;
Gat e dentigou e crignas
Ar rouët, neuden da neuden,
Ma ellas d’ar fin e dispenn.

Acqet a ra, gat hir amzer,
Muïoc’h eguet nerz ha coler.


********