Mont d’an endalc’had

Ar gwin mad hag ar gwin fall

Eus Wikimammenn
AR GWIN MAD HAG AR GWIN FALL
————

      Enn eur pod pri, louz da welet,
      E voa gwin koz, gwin ar gwella.
      Tamm dismeganz ne vije bet
Ha pa vije lakeat war daol ar roue brasa ;
           Tanveet e voe divezad.
      Dioc’h he welet na varnit tra !
      Sklear he lagad, enn eur weren
      Gwin all, gant neuz da veza mad,
A voe lipet dioc’h-tu : pep hini a c’houlen
           Anez-han da efa ;
           Ober ann dro a ra.
      Pa ne voe mui diveraden,
Ann holl a lavaraz ne dalveze netra.

Evel gwin en eur pod, er c’horf ema ’nn ene :
Evit barn mad pep tra n’euz nemet Doue ann Ee.
           Dirak he zaoulagad,
           Evel dour er weren,
           Ema ann drouk, ar mad,
           E-kreiz kaloun ann den.


————