Mont d’an endalc’had

Ann den gouez hag ann tremeniad

Eus Wikimammenn
ANN DEN GOUEZ HAG ANN TREMENIAD
————

Gourvezet a zindan eur roc’h
Eunn den gouez, a-bell dioc’h ama,
Hag he vugale dizoroc’h
A voa o vont da verenna

Eno e-dont war ar glasder
Hen, he c’hrek hag he re vihan ;
N’ho doa taol e-bed na tousier,
Naoun a-vad en doa peb-unan.

Glao a rea : d’en em zisklavi,
Eunn den o vont a ia d’ho c’haout.
Pedet voe gant-ho da zibri,
Petra-bennag n’oa fest ar maout.

Ann ostiz n’en doe ket ar boan
Da eil-bedi ann tremeniad :
He-man, a-raok, gant he alan
C’houez da domma e viziad.

Evel-kent, adarre e c’houez
Abars kas ann tamm enn he stal.
— « Ha perak, eme ann den gouez,
» E rit, va mignoun, kemend-all ? — »

— « Da domma va dourn e c’houezann,
» Ha da iena va boed goude. »
— « It, eme ’nn ostiz, it ac’han,
» It enn hoc’h hent buan da vale ! »

Ra viro bepred va doueou
Na vec’h tost d’in, na noz na deiz !

Er meaz, ar re a zo ho genou
Tomm a zeou ha ien a gleiz !

————