Laret guevier, eme Sant Augustin, eo coms a enep ar pez a songer. Ne leret quet a c’hevier, eme ar Speret-Santel ; rac ar gueno a brononç ar gaou, a ro ar maro d’an ine.
N’en deo jamæs permetet laret guevier evit bezàn gourdrouset, pilet, conserv e vado, e vuez, e henor, pas memes evit sauvetaat ine on nessàn. Doue eo ar virionez, na ell quet soufr ar guevier, ha n’en deus quet a ezom eus on guevier. Na eller jamæs ober un drouc evit procuri ur vad. An oll guirioneo ne dint quet mad da laret, tevel ha læret guevier a so daou. Ar pez a ouzomp dindan ar secret naturel a ellomp da nac’h, rac na ellomp en disolo ep bezàn parjur ; hac аr pez a ouzomp er guis se a so evel pa n’en gouefemp quet. Evel-se ur C’hovesour dre an oll lezenno divin hac humen, a ell nac’h memes gant seramant penaus ne voar netra eus ar pez a vo lavaret dezàn en covesion. Un avocat, ur medecin, ur mignon a so obliget da devel voar ar pez so bet laret deze dindan ar secret naturel. Doue memes en ordren erguis se ; lennet ar proverbo eus a Salomon. Ar brudanç, ar justiç, ar charite a ra un dever da devel voar gals a dreo. Mæs pa voar obliget da goms, leret bepret ar virionez, peautramaat e veac’h coupabl a c’haou : or ar c’haouyadet a so bugale satan, ar re a gar ar virionez, bugale Jesus -Christ, peini eo an hent, ar virionez hac ar vuez. Leveromp eta alies gant ar Roue prophet : Sourci on bezo dreist pep tra evit non pas pec’hi dre on zeod.