Doue dre an eisvet gourc’hemen a difen ar fals testeni, ar gaou, an detraction, an insult, ar soupçono ha jugeamancho temerer. Ar fals testeni a so un deposition greet en justiç a enep ar virionez. Ur c’hrim eo, ur parjur, ur c’has reservet. En peder fæçon e voar fals test.
1°. En ur accusi un innoçant.
2°. En ur assuri un dra faus.
3°. En ur servigi a acto pe titro faus. Ar re o fournis a so coupabl eus ar memes crim.
4°. En ur nac’h ar virionez pa ve goulennet gant ur Barner legitim.
Ar fals testeni a so ur c'hrim horrupl. Quemeret а rа Doue da dest eus ar gaou, violi a ra an oll justiç, hac alies e toug d’an nessàn un domaich irreparabl. Doue a gondaon ar fals test d’ar maro eternel. Ar gouir canon pe ecclesiastiq en c’hondaon, 1°. Da seiz vloas a binigen. 2°. Eo discleriet infam. 3°. Da vezàn punisset corporellamant ; hac al lezenno civil er c’hondaon ive d’ar maro.