Mont d’an endalc’had

Ar falc’herien (Arvorig)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar falc’herien.

Arvorig, 1913  (p. 197)



AR FALC’HERIEN
————



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 2/4
        \partial 8*1
        %\set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic {Allegro} }
        \stemUp g8 | g g b c | d c e e | d4 c | a r8 g | \break
        g g b c | d c e e | d4 c | a r | b8. c16 d8. c16 | \break
        b8 d c4 ~ | c8 g fis g | c4 g | a r | b8. e16 d8 c | \break
        b d b4 ~ | b8 g fis! g | a4 fis! | g2^\fermata \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
      \override LyricText #'font-shape = #'italic
      Ker -- kent ha gou -- lou -- de,
      Me ’glev ar fal -- c’he -- rien.
      Ker -- kent ha gou -- lou -- de,
      Me ’glev ar fal -- c’he -- rien.
      O you -- c’ha -- den -- nou se -- der
      A dis -- ton er mê -- ziou,
      Ken a dre -- gern er pell -- der
      E -- kleo an trao -- nien -- nou.


    }
  >>
  \layout { 
    % indent = #00
    line-width = #140
    % ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}



Kerkent ha goulou-de,
Me ’glev ar falc’herien :

diou wech

O youc’hadennou seder,
A diston er maeziou,
Ken a dregern er pellder
Ekleo an traouiennou.

Heol nerzus mezeven
’N eus sec’het an trevad,
Ar prajou, ’vel ar mor bras,
Hinjet gant an ezen,
A led dindan an oabl glas
O gwagennou melen…

Laouig, ar mevel bras,
A voulc’h an troc’h kentan,
Hag ar filc’hier didrue
A diskarr ar bleuniou,
En eur vernian a goste,
Ar foen e restennou.

Pegen kaer eo gwelet
Falc’hadegou Kerne,
Pa vez renket, leun a lorc’h,
Beteg ugent pôtr mat,
O kas gante beb a droc’h
A bemzek botezad !

Sellet-ê, kreiz ar prad,
Dêvet gant an heol tom,
Ar c’houezadur a ziver
’Vel eur c’hlizenn bervet ;
Ar « maout » a vez gwerzet ker,
En bro ar Vretoned.

Mar deo kalet ar boan,
An enor a vo bras…
Arôk bepred ha buhan,
Lemet ervad, pôtred !
Na glevet ket war an tân,
Trouz an uou fritet !

Micher al labourer
A zo tenn ha poanius,
Mes e spered dibreder,
’Vel evnig ar c’hoajou,
A zo dilu ha seder
Pell diouz fank ar c’hêriou.

Poaniet a galon vad,
Falc’herien Breiz-Izel,
Ha pa deuy tôl an ankou
Da derri ho chaden,
Henvel ouz bleun ho prajou,
C’houi a varvo laouen.

Koulmig Arvor.