Ar gouel kaer a vo grêt en Rostrenn, ’benn an 21 a viz gouere, a zigaso da zonj, — ha grêt eo evit ze, — eus ar varzez Koulmig Arvor, Filomena Cadoret, e teu an envor hag ar c'heun a zo d’ezi da greski, dre ma tizroer war he buhe ha war hec’h oberou.
Kerneviz holl a deuio da lidan eur gouel grêt evit meuli eur bugel d’ê hag he devoa roet da « veneiou Kerne » he c’halon hag he mouez, eur vouez seurt a zo bet klevet nebeut o tiston en yez ar Vretoned.
Bep sun, adalek breman, e vo kavet aman unan eus he zoniou, darn koz moulet, darn all ha n’int ket bet moulet biskoaz.
1
Kerkent ha goulou-de, Me ’glev ar falc’herien,
Bis
O youc’hadennou seder
A diston er mêziou,
Ken e tregern er pellder
Hekleo an traouiennou.
2
Heol nerzus miz Even
N eus sec’het an trevad ;
Ar prajou, ’vel ar mor bras,
Hinjet gant an ezen,
A led dindan an oabl glas
O gwagennou melen.
3
Laouig, ar mevel bras,
A voulc’h an troc’h kentan
Hag ar filc’hier didrue
A diskarr ar bleuniou,
En eur renkan a goste
Ar foen e restennou.
4
Pegen kaer eo gwelet
Falc’hadegou Kerne,
Pa vez renket, leun a lorc’h,
Beteg ugent pôtr mat,
O kas gante peb a droc’h
A… daouzek botezad !
5
Sellet-ê, kreiz ar prad,
Dêvet gant an heol tomm ;
Ar c’houezadur a ziver,
Vel ur c’hlizenn bervet…
Ar maout a vez gwerzet ker
En bro ar Vretoned.
6
Mar g eo kalet ar boan,
An enor a vo bras ;
Arôk bepred ha buan !
Lemmet ervad, pôtred ;
Ne glevet ket war an tân
Trouz an uou fritet ?
7
Micher al labourer
A zo lemm ha poanius,
Met e spered dibreder,
’Vel evnig ar c’hoajou,
A zo dilu ha seder,
Pell diouz fank ar c’hêriou.
8
Poaniet a galon vad,
Falc’herien Breiz Izel,
Ha pa deuy tôl an Ankou
Da derri ho chaden,
Henvel ouz bleun ar prajou,
C’houi a varvo laouen.