Ar c’hi du

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hi en dienn.

◄   Al lez-vamm Ar c’hi du Merc’hed ar Gardien Koz   ►


Ar c’hi du


Chanté le 18 Janvier 1905 à Gouézec (Finistère) par Laurent Morvan, originaire de Laz.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


1. Pa oa oet ’vreg d’an oferen,
Lam ar c’hi du ’n poud an dien :
Mestr ar bonhomik falara dondenik,
Chelamal a koko, falara dondo.

2. Eet ar c’hi du ’n poud an dien,
Chanchet he liou, eet eo e guen.

3. Ar vreg a lare d’ar vatez :
Krog enn he lost, tenn heñ er meaz ;

4. Krog enn he lost, liped he benn,
Car pec’hed eo koll an dien.

5. An oac’h a med er c’hardi-forn
A c’hoarze, hag a zave he zorn.

6. Jabelik a ouele dru
Oc’h ober kanvo d’he c’hi du.

7. Jabelik na ouelit ket,
Me ’breno d’oc’h eur c’hi disket :

8. Me ’breno d’oc’h eur c’hi disket,
Eur c’hi disket a ouio lenn ;

9. Ha mont gant dilled d’ar ster
O guelc’hi guen, o digas d’ar gear.


Nota-bene. Dans le recueil publié récemment par la société des bibliophiles bretons, nous avons relaté déjà deux versions poétiques et mélodiques de cette chanson.

————