Ar c’henta Miz Mari/Maro ar Verc’hez
F. Hallégouët, 1868 (p. 207-215)
Ar Verc’hez a varvas e Jerusalem, e ti sant Iann, da dri bloaz a tri-ugent. (Darn evelato a laca e tremenas an oad-se.) Mervel eb an disterra anken, ac eb aoun na poan ebed. Var a verc sant Iann Damasceen, un nebeudic abars ma tremenas, e lavaras da Jesus : O va Mab, me laca va ene etre ho taouarn ; cassit ganeoc’h brema an ene-ma, oc’h euz cared kement, ac oc’h euz mired pur ha neat diouz peb pec’hed... Va zennit d’oc’h eûl, ma vezin eleac’h ma emaouc’h, c’hui ar frouez benniged eus va c’hreiz. Jesus a respountas : Deuit, va Mam benniged, d’am zi, da eana eus ho poan ; deuit ; caer ôc’h dreist an oll verc’hed ; rac ne d-euz ennoc’h netra na ve pur ha neat. — Ra vezo great ervez ho lavar, eme ar Verc’hez ; ac e roas e ene caer ac euruz etre daouarn Jesus-Christ. E c’horf a choumas e doare pa ne vize nemet cousked, eleac’h beza maro. Juvenal, escob Jerusalem, a verc e oe gveled, pa varvas ar Verc’hez, eleiz a Elez var e zro, ac e oe cleved ur c’han melodiuz ganto. Sant Andre Crêt a lavar ive e teuas eleiz a Elez, da zigemeret Mari da vont d’an Ee.
Lacaït ho spered da zonjal pegen caer e oe dirag Doue maro ar Verc’hez. Poan ebed ne zantas evit tremen ; nerz e c’harantez Doue, eb clenved ebed, eo a gassas anezi eus ar vuez-ma. Netra ne ree dezi beza trist ; distag avoalc’h oa e c’halon diouz an oll grouadurien ; ac e-harz ar groaz, var menez Calvar, e doa santed e-unan, ha divoasked oll boaniou ar maro. Aoun ebed o vervel, rac dibec’h-caer oa e buez, sur oa da vont d’ar Baradoz. Caera maro ! Ha setu eno ive maro ar Zent, var-n-ed un dra bennac. Evel Mari, o d-euz joa o velet o tostaat an eur da vont da velet Jesus : o c’halon a vez distag ive diouz an douar, ha leun a fizians ; ac e caront kemeret o lans varzu an Ee, evit beza eno gant Jesus. Va Doue, m’am bê maro ar Zent !
Sonjit pegen disevel eo maro ar pec’heur diouz maro ar Verc’hez, ha diouz maro ar Zent. Eus ar joaiou tremened, ne van mui ganto nemet ar c’heuz ac ar remorz. Peb tra a velont o vont diganto ; kerent ha mignonet, danvez ac enoriou, dizale ne vezo mui anezo. Ar barner ac e justis, ar Baradoz serred a ziouto, an Ifern digor dindanno : pebez encrez, pebez disesper ! Guir a lavar ar Profed : Maro ar pec’heur a zo scrijuz.
Sonjit ervad, e rankit, unan a zaou, mervel evel ar Zent pe evel ar bec’heurien. Peini eo ar guella ganeoc’h. Mar d-eo mervel evel ar Zent eo a zivizit, bevit e gras Doue : rac, eme sant Augustin, ar maro fall a deu da eûl ar vuez fall, ha var lerc’h ur vuez vad e teu ur maro mad. Mar c’hoantaït gouzout penaoz eo beva mad ha mervel mad, setu ama : Pedit bemdez ar Verc’hez, patronez ar maro mad, carit Doue eveldi, ha dalc’hit mad da zeveriou e Breuriez. O va Rouanez, ne c’houlennan ket mervel eb poan ebed, eveldoc’h : re a bec’hejou em euz ! Va c’horf en d-euz pec’hed, just eo en defe poan, ac e varvfe er boan. Setu ama a-vad petra em euz da c’houlenn diganeoc’h : Grit m’am bezo digant Jesus, ho Mab, ar c’hras da veva brema en e garantez, ac goude-ze da vervel ive en e garantez, eb re a anken ac a encrez, ac eb difizians.
Amezeg Eulalii, an ini a veze o velet anezi, e bried ac en, a glevas, an noz araog ma varvas Eulalii, evel ur vouez o lavaret deza enna e-unan, mont da velet penaoz e varv ur verc’h devod d’ar Verc’hez. Ac en da velet ar glanvourez benniged. Eulalii e doe ur fallaen ac e mam en em lacaas da lavaret pedennou ar maro. — Na gemerit ket ar boan, va mam, emezi, unan a zo o lenn anezo d’in. — Mam Eulalii, eme ennez, an amezeg-se, voall-dizantel bete neuze, ac en deuz counted e-unan an traou-ma, mam Eulalii, emeza, a reas ur zell ouzin, ha mont var e daoulin, ha me ive d’an daoulin, va daoulagad o para var Eulalii, e doare pa velsen ur sclerder eus ar Baradoz o skillenna var e zall. Betec neuze n’oan ket bet nemeur a veis var va daoulin. Ur pennadic goude, e velis Eulalii o-h ober sin ar groaz, e clevson un huanadic, ac e choumas eb finval, eb tenna e alan, e daoulagad digor. Sonjal a reen oa tremened. E mam a dostaas e dorn ouz e bizach, evel da zerra e daoulagad d’e merc’h. — Nan ! eme Eulalii, arabat eo c’hoas, ac’han da zeiz ar Verc’hez ; varc’hoas, da beder eur. — Ac an tronoz, da zadorn, e tro peder eur dious ar mintin, e tremenas. Marteze, eme amezeg Eulalii, an ini en deuz roet da anaout ar maro santel-ma ; — marteze, emeza, e sonjit ez is-me rag-éun da esamina va c’houstians, evit ober ur govesion jeneral. Allaz ! nan ! Va c’halon a zanten tenered, va spered ne oa ket eaz, nec’h em boa ; mes ne oan ket c’hoas perdroed var an tu mad. Caer e caven doare ar verc’h iaouanc-se, avi o velet e nerz, e vertuz, e erder varzu an Ee, an tis a oa en e c’halon da vont etreac Doue, betec enna ; mes, em spered e clasken digarezi evit stourm ouz ar virionez lakeed sclear dirazon, evit enebi ouz va Doue. Doue, meuled ra vezo, en doe truez ouzin, ha ne ziscrogas mui ac’hanon. (Da echui varc’hoas.)