Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Jesus diskenned diouz ar groaz

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 159-166)



AN UGENTVET DERVEZ


————
Jesus diskenned diouz ar Groaz


Mari a oa en e zav e-harz ar groaz, pa guzas an eol, pa grenas an douar, var maro Jesus. D’an ampoent ma e devize cared e vize diskenned corf e Mab etre e divrec’h, ur zoudard a deuas ac a zigoras costez Jesus gant eun taol lans. Ar memez taol a dreuzas calon ar Verc’hez. Evelato, ne ziscuezas droug ebed ouz ar galon griz-ze, daoust ma ranne e c’halon enni, o velet ober kement all d’e Mab, evita da veza maro. Ar Gvener oa, var ar pardaez ; ac o veza n’oa ket deread e vize lezed ar c’horfou maro ouz ar groaz, rac ma oa gouel braz an tronoz, e oe tenned an tachou, diskenned corf on Zalver diouz ar groaz, ha Mari en c’hemeras etre e divreac’h. E starda a reas var e c’halon, gant un deneridigez a roe Doue dezi ; e adori, o poket meur a vech d’e c’houliou sacr, ac e ofri da Zoue an Tad, evit savetei ar bed. An teir Mari all, deuet var ar C’halvar assamblez gant ar Verc’hez, a zirollas da voela, da irvoudi. Ar Verc’hez a oe braz e glac’har, evel ma oa braz e c’harantez ; evelato, ervez sant Anselm, e talc’has ganti ac en em viras ken deread, ker brao, n’oa leac’h nemet da veuli.


MIDITA


Var glac’har ar Verc’hez


I


Lacaït ho spered da zonjal er ran-galon e doe ar Verc’hez, pa velas costez Jesus toulled gant ar zoudard. An Den-Doue ne zantas poan ebed evit an taol-se, pa oa maro ; Mari eo en santas betec ar beo. Enni eta eo e echue poaniou on Zalver evidomp-ni, evel pa lacaze Mari er poaniou-ze ar pez a vanc enno, ar pez a vanc dezo. Ne vanc dezo nemet beza lakeat da dalvezout. Setu a-ze costez Jesus digor, e galon treuzed ! O crissa calon a ziscuezas ar zoudard-se, e kever unan maro ! Ha me, me zo c’hoas crissoc’h, pa dreuzan, dre va fec’hejou, calonou Jesus ha Mari, crissoc’h oun eget ar zoudard-se.


II


Sonjit evel pa velsec’h Jesus, diskenned diouz ar groaz etre divrec’h Mari. Ac a zaelou a scuillas var e c’houliou sacr, d’o goalc’hi ! Pa oe lekeat er bez, pebez ran-galon c’hoas ! Ha c’hui, pebez ingrat, mar tizonjit epad meur a viz diouz-tu an ini en d-euz scrived oc’h ano gand e c’hoad var e zaouarn ac en e galon. Iviziken diana, sonjit aliez e gouliou ho Salver, ma tescoc’h caret Doue ; ac evit enori mad ar pemp gouli dalc’hit var ho pemp skiant, o tiouall na velfec’h, na zilaoufec’h, na lavarfec’h, na zantfec’h, ha na douchfec’h netra, mar ve pec’hed ober, mui eget ma vizec’h maro. En doare-ze, Mari a zigemero ac’hanoc’h ive etre e divreac’h da vont ganti.


III


Ar Verc’hez, pa oe lekeat Doue e Mab er bez, a adoras ar groaz, ac a lakeas evez mad, dre ma valee, na lacaze e zreid var roudou ar goad scuilled gant Jesus. — Daoust ha resped avoalc’h am euz-me evit an trou sacr, ar zacramanchou ? Ar Verc’hez, pa erruas en e zi, pa en em velas e-unan eb Jesus, a voelas doureg deza. Peur e voelin-me avoalc’h, o coll va Doue ? A ! me an den ! Laouen e vezan da lammet gant va joa, gant ma vezo tud da ober compagnunez d’in, ac cousgoude pe seurt vad a rafe oll gompaignunez an dud, eb an Aotrou Doue ?… An diskibien a deuas da gaout Mari, evit consoli anezi, ha beza consoled ganti ; ac ar Verc’hez a startaas anezo er feiz. Pebez calonad all da Vari, pa velas e vanke unan eus an Ebestel ! Judas a oa maro en disesper. Pebez calonad ive, pa vel unan eus e bugale o trei fall. Consolit eta anezi, o tistrei outi gant keuz da veza bet e c’huiteed, ac e devezo joa, o velet beo adarre, e c’hrouadur bet maro.

Evit ober joa d’ar Vam a c’hlac’har, grit ur binijen bennac, o tioueret un dra bennac, pe en dibri, en eva, pe er cousket, pe o choum eb mont e leac’h ma carit re mont, etc.


Ur relijiuz var e dremenvan


Un den o veva e couent a oa ankenied braz, debred e spered gant ar scrupulou, ma venne disesperi. Ar pez a vire outa da bergoueza e disesper, oa ar zonj eus poaniou ac eus glac’har ar Verc’hez. Pa zante e spered o vennout dieza, e veze mall ganta en em erbedi ouz an Itron-Varia a druez, o lacat, dre e spered, e boaniou e-unan e mesc poaniou ar Verc’hez. Pa oe toc’hor da vervel, an droug-spered a lacaas e oll nerz, e oll c’halloud da berdôler aneza e disesper. Ar Verc’hez a deuas diraza neuze, gant truez outa, ha lavaret deza : Va Mab, emezi, perac e kemeres kement a encrez ac a nec’h, ha te bet ken aliez o consoli ac’hanon-me. Setu me ive digassed gant Jesus d’as consoli en da boan. Bez laouen ha joauz, ha deus ganên-me d’ar Baradoz. Ar relijiuz a deuas seder, a joaussaas, ac a dremenas e peoc’h, evel ur c’hrouadur o vont da gousket var divrec’h e vam.


————