Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Etre ar Verc’hez ac e bugale

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 287-289)



ETRE AR VERC’HEZ


AC E BUGALE


————


Me glev ur voez tener ha clemuz,
Cals doussoc’h eget moez un Æl,
O lavaret d’in ken truezus :
Ha bez’ e vî-te ma bugel ?

discan :

Mari, Mam zantel,
Me zo deoc’h bugel,
En em rei a raan deoc’h a grenn.
Mari, Mam zantel,
Me zo deoc’h bugel,
A-vrema, ia ! ha da viken. (bis.)

Ar Verc’hez o comz.

E gvirionez, Satan e counnar
Ne ra peoc’h ebed d’as ene ;

N’euz ket a vir joa var an douar,
Ar vir joa zo ebars en Nê.


Discan. (Bugale ar Verc’hez o respont.)

Mari, Mam zantel, etc.


Ar Verc’hez.


Ma c’hrouadur, lavar gant fizians
D’am c’halon da oll drubuillou ;
Ha me a zoussaï eb douetans,
Ia, me zoussaï da oll boaniou.


Discan :

Mari, Mam zantel, etc.


Bugale ar Verc’hez.


Ur voez ken dous ha ken truezuz
Zo moez Mari, o ma ene ;
Ouz om stad ken trist, ken maleuruz,
Calon ur vam o d-euz true.

Mari, Mam zantel, etc.

O velet kement a brederi,
Ha choum a raim-ni aheurted !
O ! clevomp kentoc’h ouz moez Mari,
Ha kerkent o vimp soulazed.

Mari, Mam zantel, etc.


Doussa moez, o Mam garantezuz,
Ho mouez da galon ar pec’her !
I en laca da veza euruz
O tistrei humbl ouz e grouer.

Mari, Mam zantel, etc.


————