Ar c’henta Miz Mari/Cantic all d’ar Verc’hez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 285-286)



CANTIC ALL D’AR VERC’HEZ


————


O Mam leun a drugarez,
O Gverc’hez benniged !
E peb leac’h a bemdez,
Om zicourit bepred ;
Prezantit d’ho Mab Jesus
Pedenn ho pugale ;
Jamez ne c’hell ho revuz
Sur omp a gement-se.

Gverc’hez gloriuz Vari,
Refuj ar bec’herien,
Me ho ped d’am c’honforti
Em spount, em zroublien.
C’hui am divenno guella ;
Ho Mab zo va roue ;
Ar pez a ra d’in crena,
Va Barner eo ive.


Pa varvin, va Mam dener,
Truezuz em andred,
Calmit justis va Barner
Pe sur e vin colled.
O Mam leun a vadelez !
Divennit ho pugel ;
Ha bete fin va buez
Deoc’h me vezo fidel.


————