Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Ar vall e d-oa ar Verc’hez da vervel

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 185-194)



AN TREDE DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar vall e d-oa ar Verc’hez da vervel


Pa oe saved dija an Iliz eus a vian da vraz, dre bep seurt tribuillou, pa oe fermead avoalc’h, dre ar boan a gemeras ar Verc’hes, epad pemzec vloaz, da lacaat anezi da fermaat, neuze Mari a bedas Doue da denna anezi pelloc’h eus ar bed-ma, eleac’h ne oa nemet un dremeniadez ac evel ur bellerinez, ha da c’helver anezi d’an Ee, evit beza da vad e kichen e Mab. Pa oe deuet ar mare merked gant bolontez Doue, un Eal a zigassas da Vari ar c’helou a joa. (Niceph). An Eal a lavaras dezi oa tost ar mare dezi da guitaat ar vro estren-ma, evit mont d’e bro en Ee ; ac e lacaas en e dorn ur bod palmez. (Ar guez palmez, atao glaz, anv-goanv, a zo evel ur scuer eus a vuez ar Baradoz, eleac’h n’euz maro ebed. Ar palmez a verke ar victor gounezed var an Ifern.) An Eal-se a lavaras ive d’ar Verc’hez pe zeiz e varvse. Ar c’helou-ze a reas kement a joa da Vam Jesus, ne gave ket dezi e c’halle trugarecaat Doue avoalc’h ac e tride e c’halon gant e joa, ac e lavare d’ar re e anaveze ac e c’hare muia, d’an oll Gristenien, ar c’helou e d-oa cleved gant an Eal. Discuez a reas dezo ar scour palmez en doa roed an Eal dezi ; ac e lavaras rei e dillad da ziou intanvez paour a oa o choum e kichen. E zi a en em gavas leun a dud, ar Gristenien o tont da ziscuez o c’haonv ac o glac’har en eur scuilla daelou o velet e oant var nez dioueret ur Vam a c’houie o c’helenn ker caer, ha doussaat o foaniou. Mari a lavare dezo arabat voela, ha discuez o joa eveldi, rac ma edo o vont d’an Ee.


MIDITA


Ar vall da velet Doue


I


Pegement a vall e doa ar Verc’hez da velet ar maro o tont, abaoe ma oa saved en Ee Jesus e Mab, ha muioc’h c’hoas en e bloaveziou diveza var an douar. Neket ma vize dic’houted diouz ar vuez nac en desped dezi var an douar ; ar joa e d-oa, o vont da velet e Mab, ac ar vall da veza da vad ganta, setu eno petra a lakee anezi ken laouen, ken joauz ouz ar maro. Dalc’h-mad e save a galon varzu enna, ac e lavare deza ne veve mui pa ne vele aneza ; ac e c’houlenne mont varzu enna gant muioc’h a vall da veza ganta eget n’en d-euz ur c’haro, dare gant ar zec’hed, d’en em gavout gant an eienennou dour-red. C’hui, petra eo deoc’h caout kement a encrez ac a spount rag ar maro ? Endra m’eo an diveza termen d’an oll boaniou ac ar c’henta d’an oll vadou ha d’an oll joaiou ? Marteze e vanc deoc’h muioc’h a garantez Doue, vall d’e velet. Boazit ho spered, evel Mari, da gaout mall ac ast da velet Doue, ac ho pezo neheutoc’h a aoun rag ar maro, ha marteze joa o velet aneza o tostaat. O ! mam garantezuz, mam ar garantez caer, c’hoezit an tan-se, lacait ar flam-se em c’halon, ha clevit an ereou am stag ouz ar bed-ma, ma vezin dieub caer, distag avoalc’h da vont ganeoc’h da gaout an ini ma tlefe an oll galonou tenna atao varzu enna, evit beza unan ganta en Ee.


II


Mari, evit beza m’e doa mall da vervel dre ma care Doue, a oa evelato a-galon vad var an douar. Diouz un tu, e doa mall da vervel evit beza gant Doue ; diouz un tu all, ar joa e doa ouz an dud a ree dezi caout c’hoant da choum pelloc’h beo, evit beza ganto, ac ober vad dezo... O Mari ! A me a ve euruz ma veen, eveldoc’h, c’hoanted da vervel evit mont gant Doue d’e garet evel ma reer en Ee, ac evelato atao countant eus ar pez a garo Doue ober ac’hanon !... Me ve euruz, mà veen avoalc’h e gras Doue evit beza laouen ha joauz ouz ar maro, ac atao countant da choum c’hoas beo, en desped d’an oll boaniou a zo stag ouz ar vuez-ma. Pegeit emaoun c’hoas, siouas d’in ! diouz ar zantelez ac an eurusdet-se ! Mari, tennit ac’hanon var ho lerc’h, grit ma claskin mont en ho roudou ac ober diouzoc’h.


III


Pa glevas ar Verc’hez gant an Arc’h-Eal Gabriel oa tost deiz e maro, pebez joa a zantas enni ! Gant pebes santelez e roas a galon, da Zoue, e buez ac e maro. Gant pebez carantez e trugarecaas Doue evit ar grassou caer e d-oa bet diganta ! Mall e vize ganti lavaret ive : Lætatus sum... Ac a joa am-euz me bet, o clevet ar re a lavare : Emaoump o vont da di Zoue !... — Evelato, Mari a lavare a galon, evel pa zeuas an Eal d’e zaludi evit beza mam da Zoue : — Setu ama, emezi, servicherez an Aotrou Doue, ra veza great ho lavar. O ! pegen euruz e veen-me, mà ve em c’halon lavaret evelse ive, pa zigasso ar medicin pe ar beleg sonj d’in eus va amzer diveza var an douar ! Santez Mari, mam da Zoue, evit m’am bezo ar c’hras-se, pedit evidomp, pec’herien, brema ac en eur eus or maro.

Evit beza evelloc’h ouz Mari, boaza ar spered da asta mont da velet Doue en Ee, mes o soubla atao d’e volontez, evit beza ive a-galon vad var an douar. Lacaat a reer ez euz er Purgator ul leac’h disparti ac ur boan disevel, evit ar re n’o devezo discuezed var an douar, nemet nebeud a vall da velet Doue, evel pa vizent divar fae o c’houlen mont d’e velet. (Blosius, etc.)


Josefina M...


An Aotrou Doue a denn, a-veichou, an dud iaouanc eus ar bed-ma, evit na deuint ket d’en em goll enna, evel ma tigouezas gant Josefina M... (E zud a zo beo c’hoas.) Er pen kenta, n’oa nemet siou fall enni : voall-aviuz, lipouzez, netra nemet tout dezi e-unan ac ar re all da zellet. Mes, divar m’e doe greet e fasc kenta, e teuas da veza ur verc’h all, humbl ac carantezuz, mad da bedi, akeduz en e oll deveriou, petra bennac gousgoude ar voall-natur anezi, evel ma c’hoarv perliessa, a glaske atao sevel da uhela, gounid var e bolontez vad, ma rancas stourm stard outi e-unan, evit kendelc’her da veza mad. E c’hurunenn, nemet caeroc’h a ze ne oe, ac gant gras Doue, ar mad enni a drec’has ar fall, ac eno ema ar vertuz ac an enor guirion. Un droad e lavaras da ur gamaradez dezi : — Ne zivizan mui netra, emezi, nemet beza unan eus bugale Mari. Un nebeud goude ma oe roed dezi metalen bugale Mari, e teuas en e spered ar zonj e varvse eb dale, ac ez eas trist, e cleme, eb na vise netra evit e c’honsoli. — Mervel ker iaouanc ! pebez glac’har, rancout mont ken abred eus ar bed-ma ! Setu petra a zonje enni e-unan. Evelato, en dro-ma adarre gras Doue a c’hounezas, ac ar verc’h iaouanc a zoublas d’e volontez santel. E c’halon a zistagas crenn diouz ar bed-ma, ha ne ziscuezas ken mall, ken ast, nemet da veza gant Doue. Cared e devize mervel un deiz gouel d’ar Verc’hez, ac e varvas ur zadornvez. Unan eus ar re a oa var e zro a lavaras ano dezi divarbenn parea, ac a c’houlennas outi ha joa e vise ganti beza pare. — Nan ! emezi, aoun em euz na deufe d’in voall-fazia eneb an Aotrou Doue, o choum pell var an douar. Caëra carantez lakeed gat Mam Doue e calon e merc’h Josefina !


————