Ar c’henta Miz Mari/Buez ar Verc’hez, goude ma oa pigned Jesus en Ee

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 175-184)



AN EIL VAR-N-UGENT DERVEZ


————
Buez ar Verc’hez, goude ma oa pigned Jesus en Ee.


Ar Verc’hez, var a laca an darn vuia eus an doctoret, a choumas c’hoas pemzec vloaz all var an douar, goude ma oa pigned Jesus en Ee. Epad an amzer-se, e labouras da lacaat da zevel Iliz Jesus-Christ, c’hoas iaouanc, ac a ranke, ker-buan ha ma oa ganed, stourm ouz ar voall dud. Ar Verc’hez a roe nerz d’ar gristenien, ac a lavare dezo penaoz kemeret an tribuillou a gouezze varno, evit beza treac’h dezo. Mari, eme sant Anselm, e doa bet digant ar Spered-Santel, un anaoudegez sclear eus ar misteriou, ac a roas anezo da anaout d’an Ebestel ; rac an Ebestel a iea d’e c’haout, Verc’hez o digemere evel e zud muia cared ; ac i e-unan a dremene e buez evel pa vize unan eus an Ebestel. Var a laca sant Gregor Nazianz, ar Verc’hez, goude ma oa saved Jesus-Christ en Ee, a zisclerias e-unan d’an Ebestel, e vize discared ha dismantred oll kear Jerusalem, abalamour d’an torfed great eno en andret ar Messias. Sant Sofrôn a lavar ez ea ar Verc’hez aliez var ar C’halvar, ac e vizite ar bez Sacr, menez Olivez, ac e poke d’an douar var roudou Jesus, gant carantoz ac gant resped, evel poket d’an traou sacr. Darn a laca e vevas, divar an aluzennou a veze digassed, en amzeriou kenta-ze, evit maga an intanvezet paour. Ar Verc’hez, ervez santez Berc’het, a fermaaz ar gristenien genta er feiz, ac a lacaas da drei var al lezenn gristen eleiz a Iuzevien ac a baïanet, ac evit se eo e oe dalc’hed gant Doue pellic var an douar, goude ma oa saved e Mab en Ee.


MIDITA


Mari scuer an oll


I


Sonjit er-vad : an oll vertuziou a gaeraas ene ar Verc’hez. Ne vanke tro ebed da ober actou a zantelez. Pebez tenzor a vadou an ene e calon Mari ! Ar feiz da gredi comzou Doue, ar joa ouz ar baourentez, un ene pur atao, ur spered humbl, modered ha fur e peb tra, joauz o senti, bepred e Doue, ac er vall d’e velet, leun a fizians vad, c’hoanted da lacaat an oll e gras Doue : an oll vertuziou-ze, ha dreist peb tra ar garantez, rouanez ar vertuziou, a oa e calon Mari evel var o zrôn, evit para ac’hano var an oll. Ne ree netra na vize ervez Doue. Evelse oa caer e ene, ken caer, ma oa un dudi gant an Elez pa velent kement a c’hened ac a gaerentez. O va ene, pebez joa e defe rouanez an eneou kement a c’hrassou, ur gurunenn ken caer en Ee ! O ! Mari, grit d’in ive caout un dra bennac eus ar pez a ro deoc’h kement a c’hened en Ee, m’eo un dudi gant an Elez beza dirazoc’h ! Pa z-oun ho crouadur, grit d’in caout un eveledigez bennac ganeoc’h.


II


Ar Verc’hez a viras atao an tenzor-se a c’hrassou ; ne d-oa izom ebed da gaout aoun na gollse anezo. Sur oa da veza atao treac’h d’an droug-spered ; ac evelato, e veze bepred var evez, e pellee diouz ar bed, e pede, e ree pinijen. Perac ? Evid discuez scuer d’an oll. Ha me, penaoz e raan evit beza evel outi ? Ac evez a lacaan-me diana da bellaat diouz ar re am lacafe da bec’hi ? Pa ne raan nemeur a binijen, ha diouall a raan diana, evit beza un nebeud bennac evel ouz Mari, ha diouall a raan ouz an dibri ac an eva re ? Pa ne garan ar baourentez eveldi, na beza va-unan eb compagnunez, ha diouall a raan-me, evit mont a ziabell da viana varlerc’h Mari, ha diouall a raan-me avoalc’h ouz ar ficherez ac an digorou divoder, ar c’homzou noazuz ?


III


Mari, en e oberou ac e deveriou custum, ne vize nemeur disevel diouz ar re all. Perac eta, eb ober nemet evel ar re all, e c’houneze gras-vad an Aotrou Doue dreist ar re all ? Abalamour ma lakee, er pez a ree, muioc’h a garantez Doue. Evel-se, Doue ne c’houlenn diganeoc’h na traou burzuduz na traou braz ; mes ma reoc’h evita ac evit gounid e garantez ar pez ho pezo da ober evel ar re all, er stad m’emaouc’h. Ar Verc’hez a oa a-galon atao gant Doue ; ha me ken digalon en e zervich ! Mar grafen evita ar pez a raan evit ar bed ac an droug-spered ! O ! Mari, c’hui vel va laoskentez e kever Doue ; grit m’am bezo lod ive eus ar garantez ac ar galon vad a lekeac’h en oc’h oberou, ac a roe buez da gement vad a reac’h.

Evit ober mad kement oc’h euz da ober, sellit en ho coustians da velet pegen dissevel ouc’h diouz ar Verc’hez en oc’h oberou. Mar d-ouc’h atao digalon enno, dizonj tre eus a Zoue, neuze emaouc’h pell diouz Mari, voall-disevel diouti.


Scuer d’ar bardouneurien pe bellerinet


Un dejentil, un den nobl ha pinvidig, a ieas da bardouna da Jerusalem, d’al leac’hiou oa eet on Zalver dreizo, en aviz lacaat carantez Jesus da grevaat en e galon. Mont a reas da Vetleem, el leac’h m’oa ganed Jesus ; da Nazaret, el leac’h ma vevas meur a vloaz gant Mari ha Josef ; da Vetanii, ur vourc’h var-dro un anter-leo diouz Jerusalem ; ac ac’hano d’ar Jardin Olivet. Eno e rannas e galon gant glac’har, o sonjal ez edo var al leac’h ma c’hoezas Jesus dour ac goad, da voalc’hi an eneou diouz ar pec’hed. Goude-ze, var roudou ar Verc’hez, ez eas dre ruiou Jerusalem, da arvest on Zalver, evel pa velse aneza treïned, stlejed, cassed, digassed gant e vourrevien, e gorf sacr dispenned, ur gurunenn spern var e benn, ur groaz pounner var e scoaz ; ac errued var barr menez Calvar, e lacaas e spered da zonjal e vele Jesus ouz ar groaz, ac ar Verc’hez en e zav e kichen : en em lacaas da arvest e Zalver en e boaniou braz, o voalc’hi pec’hejou an dud ; ac e scuillas daelou c’hoero var e bec’hejou e-unan, o velet poaniou e Zalver ha re ar Verc’hez. Goude, ez eas da Jardin Josef Arimathii, da velet ar bez Sacr m’oa bet lakeed Jesus enna. Ac’hano, e pellaas var-dro un diou leo diouz Jerusalem, betec bourg Emmaüs, eleac’h ma oe gveled Jesus beo, d’ar zul da bardaez, an trede deiz goude m’oa maro evit an dud, da lavaret eo, d’ar zul Fasc. En difin, e echuas e dro var Menez Olivez, e-harz Jerusalem, eleac’h ma savas Jesus ac’hano en Ee, ac eno ez eas var e zaoulin, e pocas caloned d’ar roudou a lezas on Zalver er plass m’edo e dreid, pa guitaas an douar ; ac o sevel goude en e zav, e galon o vervi en e greiz gant ar joa ac ar garantez a zante ouz e Zalver o sonjal en e vadelez, e zaou zorn varzu an Ee, e doare pa vise bet o kemeret e benn-err ac e lans varzu an Ee, da heul e Vestr carantezuz, evit beza da-vad tost deza ac atao en e joa, e lavaras c’houec ac caloned : — Jesus, joa va c’halon, va c’harantez ! — Ac ker buan e tremenas. Caëra maro !


————