Mont d’an endalc’had

Ar c’henta Miz Mari/Ar Verc’hez ganed

Eus Wikimammenn
Dizanv
troet gant Vincent Roudaut.
F. Hallégouët, 1868  (p. 10-16)



AN EIL DERVEZ


————
Ar Verc’hez ganed


Var a verc deomp sant Epifân ha sant Germen, tad ha mam ar Verc’hez a en em dennas, an tad var ur menez deza, e leac’h ne vize nemeta e- unan, da ober pinijen epad daou- ugent dervez ; ac e mam a ieas en e jardin, da bedi Doue, evit ma vize mam da un c’hrouadur a dlie beza consacred deza. Un Eal a deuas da rei da anaout dezo o divize ur c’hrouadur. Pa oa deuet eta ar mare merked, ma tlie ar Messias, Salver ar bed, dont var an douar, Mari a deuas er bed. An eiz a Vengolo eo e teuas var an douar. Ar re goz, a rum-da-rum, a lavare oa an deiz-ze ive eo oa bet croued Eva er Baradoz great var an douar d’an daou zen kenta.


MEDITA


Ar joa a zigassa ar Verc’hez ganti


I


Ar Verc’hez o c’henel, a zo ar verelaouen, steredenn an deiz o sevel, da verca edo eol ar Baradoz o vont da zevel, da zigass ar joa var an douar. Tad ha mam ar Verc’hez a zo er joa, rac pa eo ganed Mari, eo ganed an ini a rai enor Jerusalem, joa an oll : joa d’an dud santel, rac ur Rouanez ac ur Vam a zo ganed dezo ; joa d’ar bec’heurien baour, rac un Anterourez ac un Alvocadez etre Doue ac ii, a zo ganed. Mes c’hui, e pe du emaouc’h. Ac e veec’h e renc ar bec’heurien, bezit er joa : un Alvocadez a zo ganed deoc’h. Diouallit evelato na veec’h re zievez : Mari n’e d-euz na galloud na bolontez da zavetei ac’hanoc’h ebdoc’h. Mar emaôc’h e renc ar re e gras Doue, ôc’h euruz ; mez evit beza atao euruz, dalc’hit mad da garet Doue. Lacait Mari da c’henel ive en ho calon ; eno eo e c’houlenn loj diganeoc’h, er c’havel-se eo a fell dezi beza lakeat ganeoc’h. Ho calon d’in, emezi, digorit d’in ho calon. Eleac’h digori ho calon da Vari, diouallit da betra e digorfec’h ?


II


Ar Verc’hez o c’henel a lacja ar joa betec er Baradoz, eleac’h m’ema an oll joaiou. O ! pebez euruzdet, gallout lacaat muioc’h c’hoas a joa en Ee ! Creski joa an Dreindet ! Creski joa ac eurusdet an Aotrou Doue ! Mari e d-euz bet an eurusdet-se, o tont var an douar. Mar c’hoantaït ho pezo ive, e crescoc’h ive joa an Aotrou Doue ; n’oc’h euz nemet sevel eus ar stad a bec’hed, evel pa veec’h o c’henel a nevez, dre ar c’heuz d’ho pec’hejou ; rac muioc’h a joa a vezo er Baradoz evit ur pec’heur a rai pinijen, eget evit naontec-ha-pevar-ugent den just, ha n’o d-euz izom ebet da ober. Perac eta revuz ar joa-ze deoc’h ha da Zoue ? Sellit ! Delc’her ar pec’hed ganeoc’h, a zo delc’her ur bourreo : biken n’ho pezo guir joa ebed, endra ma vezo ganeoc’h.


III


Ar Verc’hez a oe roed dezi gant e c’herent, ervez a oa bet discleried dezo a-berz Doue, an ano Mari. Mari, an ano-ze a ra joa d’an Elez, a gonsol an dud en o foaniou, ac a laca en erevent da grena gant spont. Goude ano Jesus, n’euz ano all ebed ac en defe kement a zousder vertuz. O Mari ! bezit evidomp Mari, ac ez aïmp d’ar Baradoz.

Resped atao da ano ar Verc’hez Vari ! Pa deui ur guall-zonj bennac deoc’h, pa vezoc’h nec’hed, en oll danjerou galvit Mari da zont.


An ano Mari.


Resped atao da ano ar Verc’hez ! Sant Charlez n’en lavare morse eb ober ur stouic-penn, e-c’hiz m’eo ar c’hustum da ober, e pedennou an Iliz, pa lavarer an ano-ze, evel ma reer da ano Jesus-Christ, ha da ano ar Zant a reer gouel en enor deza. Amzer zo bet, e meur a leac’h e touget kement a resped d’an ano Mari, m’oa difenn da rei an ano-ze da verc’h ebed, gant aoun rag disenori ano Mam Doue. Sant Stefan, rone Hongrii, eleac’h lavaret e ano d’ar Verc’hez, a lavare anezi an Itron Vraz, ac e zujidi a gemere scuer diouta ; ha pa vize lavared an ano Mari, e stoue atao, da ober enor da un ano ken din. Ur roue, e Spaign, var nez dimezi, a zivizas, a-grenn, ne vise ket roed an ano Mari d’an ini a dlie beza e bried. Casimir, roue Poloign, a zivizas ive ma vise roed un ano all, eleac’h an ano-ze, d’an ini a oa c’hoant da rei deza da bried. Ma teuas ar c’hiz, er vro-ze, ne vise mui roed ano ar Verc’hez da verc’h all ebed ; ac eno e kendalc’has ar c’hiz-se. Brema e roer stanc an ano Mari er vadiziant ; en aviz ma vezo ar re a vadezer evel muioc’h dioualled gant ar Verc’hez. Gras dezo, da viana, da veva e-doare ma tere ouz tud a zoug un ano ken caer ac ken nobl.

————