Mont d’an endalc’had

Ar blavez triouac’h ha tri-ugent

Eus Wikimammenn
G. Fischbacher, 1880  (p. 73-77)



AR BLAVEZ TRIOUAC’H HA TRI-UGENT


I



Petra zo newez er ger-man ?
Rag ann oll o redek welann,

Ann oll enn ho c’haera gwisket :
Petra zo newez arruet ?

Tud vad, ha c’hui ed d’eur pardon ;
Na glewann ar c’hleier o son ;

Sioul ar c’hleier ’n ilizo,
Med straka’ ra ar c’hanolo.

Eur marc’had braz a zo du-hont
Lec’h a weler ann dud o vond,

Hag euz a bevar gorn ar bed
Marc’hadourez a zo kaset ;

Foar gaera Treger n’euz ket brud
’Vel homan, na kement a dud.


Ouz ribl ar ster ma unan penn
Ann dremeniri vraz zellenn

Euz a beb bro hag en peb giz :
Daoust ha me na welin Breiziz.

Eunn denig mad c’houlaz ganin :
— Ar stred-man ha me gemerin ?

— Na c’houzonn ar stred gemerfed :
Ann oll stredo am euz kollet,

’Boe na c’houzonn hini ma bro. —
Ann denig mad zo ed endro.

Tremened hoc’h hent, tudo gez,
’Vel ma na vijenn enn ho touez.


II


Petra newez enn Breiz-Izel :
Aboe n’on me bet zo ken pell.

N’eo ket tri bla ti ar re all,
Tri bla divroet e Bro-C’hall ;

Tri c’hant blavez ma ine paour
Ra pinijen er purgatour,


Ha pa baouezo ma foanio
Vo gwall diwad ’vid ann distro,

Gwall diwad. Re ma amzer me
’Vo ed gand ann otro Doue :

Ann Anho deo gred he damoez,
Ha peb-unan dastumet rez.

Er vered oar ma daoulin noaz,
Pa vinn gwelet ouz troad ar groaz,

— Eur milliget, — larfont neuze,
Pe — eunn divroet — marteze ;

Den n’en deo sonj, na den ebed
N’laro — ann hini dilezet.


————