Kar ann Anko

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
G. Fischbacher, 1880  (p. 79-83)



KAR ANN ANKO


I



Gwelet hoc’h euz enn devalijen
’Barz ann noz teval eur sklerijen ?

Al luc’hed didrouz en noz teval
’Zo eunn ine kez o klask eunn all.

Klevet hoc’h euz goude anter-noz,
Pa n’ ganer nemed er baradoz ;

Goude anter-noz klewet hoc’h euz,
Nemed enn ifern pa na ve keuz,

Evel eunn diskan klevet gwechall
Eur vouezik truezuz en noz dall ?

Eur vouez-noz o c’houl true, kristen,
Zo kloc’h-gelv eunn ine o tremen.

Evelse eur wech, na larann gaou,
Huel ann dosen, ar ster e traou,


Uz d’ar puns oar ma c’hoaze eno
Me gleviz e traou kar ann Anko :

Ter dro dre ann draouien, ha goude
Diskargaz ar c’har ’traou ar mene,

E traou ar mene pa diskargaz.
Chetu eunn ninsel oar ar ster-braz.

Piou en euz kemeret ma dorn-me
Hag en euz ma zennet ac’hane ?

Sonet kloc’h-gelv, gret ar lizer-man,
Oar dorik ma c’hampr ’m euz skrivet han.


II


Benn eur berr amzer pa vinn maro,
Ra vin kaset da vered ma bro.

Eiz ’deuz sonj euz ma bugalerez
’Vo dougerien, hep gwall chacherez :

Rag n’eo pounner ma c’horf dizec’het
Nag eul loden gaer ’vid ar prenved,


Ma chorf dizec’het, ’vel eur foen
Er c’hrec’h meinek pell euz ann aven.

Ha ’kreiz ar vered me a garfe
Kichen ar groaz ve toullet ma be ;

Ha oar ma c’hroazik hano e-bed
Na bleunio, eur barr ivin broudfed :

’Pad a chomo glaz ann ivin-ze,
Peded, tudo, evit ma ine.

Gant n’a pedo oar ma be grage,
N’euz lenvet hini oar ma bue :

Hep gout d’in m’ vize ouz-on glac’har,
Re geuziek vizenn dindan ’nn douar,

Ben eur berr amzer me a gousko
Kichen ar groaz e bered ma bro ;

Uz d’ann iliz goz oar ar c’hloc’h krenn
A sko peb mare d’ar gristenien ;

Oar ar c’hloc’h pa goueo ar morzol,
Boumbel ma c’halon na finvo tol ;

War-dro anter-noz ma sav ar groz,
Glevfed iouc’ha war-dro anter-noz :

— Nemed d’am mamm, malloz oar beb greg !
Ha oar beb merc’h n’a zo kalouek ! —