Al lapoused war ar boudo,
’N eur darnijal, a gan sonio,
Lagad an heol, ’us d’an dosen
A skuilh a leiz a sklerijen.
Klevet a rer ar c’hloc’h sklintin
O son an anjeluz mintin ;
Deut eo ar c’houlz, ine kristen,
Da gas da Zoue ho peden !
War yeot ar prad ’barz an draouien
Ar gliz beure a stereden ;
Ar bleun tener a grog ive
Da digeri, e pen an de.
Ar verienen, en eur hastan,
Na chom tam ’bet da varc’hatan,
A dreuz founnus ar wenojen,
Ewit furchal ’barz ar c’hlazen.
Pep tra a zeblant kât bue
’Wit gallout senti ouz Doue ;
Kaerat kentel ewit an den,
Laket war an holl dreo da ren !
O den, digor ’ta da galon,
Ha lar gant karante wirion :
D’ec’h, ma Doue, e kinnigan
Levenez ha poan an de-man !
An evnig a gav, hep muzur,
Taken dour koulz ha magadur ;
Roet d’in ive, ma Doue,
Dreist-oll, magadur an ine.
Ha c’houi, Gwerc’hez, lilien bur,
Pellêt diouzin pep kailhadur ;
Ma miret e-pad an de-man,
Ha binniget ar re ’garan.
|