Ar Zul Bleuniou
Pa ouent tost da Jerusalem, diguezet e Belhphage, e kichenn menez Olived, Jezuz a gasaz daou euz he ziskibien, o lavaret d’ezho : It er gear zo aze dirazoc’h, ha raktal e kafot eunn azennez staget, hag he azen bihan ganthi ; distagit-ho hag ho digasit d’inn ; ha d’ann neb a lavarfe eunn dra bennag d’ehoc’h, livirit en deuz ann Aotrou ezomm anezho, ha dioc’htu ho lezo da vale. Kement-ze holl a oue great evit seveni ar pez a ioa skrivet gant ar prophet pa lavare : Kemennit da gear Sion ; setu ho roue o tont davedhoc’h lenn a zouzder, var gein eunn azennez, hag azen bihan ar vamm a zo sparlet. O veza eat, ann diskibien a reaz evel m’oa gourc’hemennet d’ezho gant Jezuz. Digas a rejont ann azennez hag he azen bihan ; ha goude beza hi goloet gant ho dillad e rejont d’ezhan azeza varnho. Eunn niver braz a dud a astennaz ive ho dillad var ann hent ; darn all a droc’haz skourrou diouz ar guez da deuler var he hent ; hag enn he raok, koulz ha var he lerc’h ar bobl a gane evelhenn : Hosanna ! salud ha gloar da vab David ! Bennoz d’ann hini a deu enn hano Doue !
Araog ann oferen bred, hirio e peb iliz parrez, e venniger bodou glaz, beuz, lore pe draou all, a gaser goude-ze d’ar gear evit beza miret epad ar bloaz. Ar c’hiz zo memez gant ar gristenien vad da lakaat eur bodik benniget e kreier al loened, ha beteg er parkeier e mesk ar c’hounidegez, evit pellaat peb droug dioutho, hag ober da vennoz ann Aotrou Doue diskenn puilloc’h varnho. Eur voazamant kaer eo, hag a dle beza heuliet bepred, pa c’houzomp o deuz ann traou benniget nerz d’hon diouall diouz meur a zarvoud noazuz d’hon ene, d’hor c’horf pe d’hor madou. Mez e ve d’eunn tiegez ne gafet ket ennhan eur bod evel-se, gant eur penn goulou hag eur banne dour benniget.
Ar skourrou glaz-ze, kent na zistroer gantho d’ar gear, a vez douget evit ar prosesion da zigas sonj d’eomp euz ann digemer great d’Hor Zalver e Jerusalem, hag a zesk da bep kristen e pe zoare reseo Jezuz enn he galoun, brema d’ann amzer Fask.
Petra bennag ma oa euz lignez David, ne gavomp ket dJezhan, enn deiz-ze, doare eur roue. Ne veler var he dro na soudardet na tud a lez ; hag he-unan, e leac’h beza enn eur c’harroz pe var eur marc’h kaer, eo azezet var gein eul loan euz ar re zistera, eunn azennez. Ia, guir aoualc’h eo ar pez a gemenne ar prophet da gear Jerusalem ; he roue a zeu davethi leun a zouzder : Ecce rex tuus venit tibi mansuetus.
Siouloc’h ha disteroc’h eo c’hoaz o
c’houlenn digor ouzomp-ni. Rak, ma n’oa
ganthan reuz na fouge ebet, ann holl da
vihana a vele dirag ho daoulagad eunn
den brudet dre he furnez hag he c’halloud
souezuz ; hag abalamour da ze e teuent
d’he ziambroug gant levenez o kana mil
bennoz ha mil meuleudi d’ezhan.
O tont daved ann ene kristen avad, Hor Zalver a zo holl kuzet dindan spesou ar bara, ha kaer on defe sellet, ne gavomp netra ken. Mes, pa gredomp ema enn Hosti Sakr, guir Doue ha guir den, ha pa c’houzomp eo he zaouarn leun a c’hrasou talvoudusoc’h eged ar re a roaz d’ar Iuzevien, hastomp ive d’Hen digemeret gant anaoudegez-vad. Ma n’on deuz ket, mui eged pobl Jerusalem, a draou pinvidik da lakaat dirazhan, kempennomp hon ene o renevezi hor zantimanchou a feiz, fizianz ha karantez ; mes, dreist pep tra, tennomp divar he hent kement pec’hed a virfe outhan da ziskenn gant plijadur enn hor c’haloun.
Diouallomp goude-ze da vont hed a hed var roudou ar Iuzevien. Ar re-ze, abenn nebeut deveziou, o veza selaouet kuzuliou fall, a gemeraz eur gasouni vraz ouz Jezuz, hag a iouc’he o c’houlenn ma vije barnet ha kaset d’ar maro, ar pez a oue great da Vener-ar-Groaz. Lazet e vez ive enn hor c’haloun dre ar pec’hed marvel, ec’hiz pa ve o c’houzanv adarre holl boaniou he Basion. Bezomp eta var evez da bellaat ann enebour-ze, evit ma vevo Jezuz bepred ennomp ; rak neuze e vevimp ive ganthan da viken e euruzdet ann envou. Evel-se-bezet-great.