Mont d’an endalc’had

Ar Zalver ec’h omp o c’hortoz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Salver ez omp o c’hortoz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 127-128)



AR BLAVEZ KRISTEN
————

Ar blavez kristen a zigor gant an Avant : hag e pedomp neuze evel ar zent euz an amzer goz, pa c’houlenent eur Zalver digant Doue.

N° 104. — Ar Zalver ec’h omp o c’hortos.
War don N° 104.


Diskan.
Rorate, cœli, desuper, et nubes pluant justum.

1. Ar Zalver ec’h omp o c’hortoz,
Pegouls euz lein ar Baradoz
E tiskeno d’hon dizaman
Deuz ar bec’h a dougomp aman ? — Rorate, etc.

2. Hoant braz hon euz ol koulskoude
Ma paro warnomp goulou-de :
Tenval ha spontus eo an noz
Aboe pec’het hon tadou-koz !

3. O ! dont a rei hep pel dale,
Bugel, e-touez e vugale :
Ners a rei d’imp ha sklerijen
Mar karomp ober pinijen.

4. Euz eur Werc’hes a Nazareth
Eun arc’hel a n-euz bet komzet :
« Mar fel da Zoue, emezi,
« Me a vezo mam ar Messi. »

5. En oabl eur stereden neve
A gers etrezeg ar Jude,
War he lerc’h prinset a bel bro
A weler o tont war-eun-dro.


6. War Vethlehem, euz an Envou
An elet a dol o zellou :
Eur veulodi o deuz disket
Ha na oe bet biskoaz klevet !

7. Krouer ar bed, c’houi adare
A ziskoue d’imp ho trugare !
D’ac’h ha da Jezus ’n e gavel
Hast hon euz da ganan Nouël !

K. G.