Ar Wennili hag al laboused bihan

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bisac’h Ann diou goulm   ►

AR WENNILI HAG AL LABOUSED BIHAN


        Ann hini ia da heul he benn,
        A rikl a-bred, gouez oc’h torgenn.

        Eur wennili enn he zroiou
        A voa deut da veza desket.
        Neb a vale dre ar broiou,
Ne dle ankounac’hat ann traou en deuz gwelet.
Dioc’h ma veze ’nn amzer, al labouz tremeniad
A c’hwie pell a-raok pe goulz vije barrad,
Hag epad ma veze tro-war-dro o viri,
E kase ar c’helou a-bell d’ar vordeidi.
Er mare m’ac’h hader ar c’hanab er mesiou,
E welaz eunn tiek o c’holei ervennou.
— « Ann dra-man ne blij din, labousigou mignoun !
» Gant va zruez ouz-hoc’h eo doaniet va c’haloun.
» Evid-oun, eme-z-hi, me c’hwezo mont a-bell,
» Pe, enn eur c’horn-bennag, choum hep tal da vervel,
» Ha ne welit-hu ket ann dourn-ze d-eu, a ia ?
» Eunn deiz, eunn deiz da zont, siouaz ! tostat a ra,

» Ar greun a had aze a ziwano, gresko,
» Ma na daolit evez, d’ar bern holl ho kaso.
     » Gant-ho vo great stignou
     » D’ho paka ’zruillajou,
     » Lasou-rikl d’ho mouga,
     » E berr : kant ha kant tra,
     » A vo, war ann diskarr,
     » Ho toan hag ho klac’har,
  » A vezo, marteze, kiriek euz ho maro.
     » Tec’hit eta affo
     » Dioc’h ar gaoued, ar ber !
     » Gwella c’houfac’h d’ober,
     » Mar fell d’hoc’h va c’hredi,
     » Eme ar wennili,
     » Eo dibri ’nn had kanab. »
     Anez-hi rejont goab ;
     Nemet re a beadra
     Er parkeier ne voa.
     Deut glaz ar ganabek,
     Ar wennili wisiek
     Lavaraz a-nevez
D’al laboused dizent, penn-skanv ha dievez :
   — « Tennit ’ta breunen ha breunen,
   » Ar pez a zav war pep greunen,
   » Pe ez efoc’h hep mar da goll,

   » Hep na choumo unan a gement ma’z oc’h holl. »
     — « Kanerez fall ha koz trabel,
     » A lavarchont a vouez huel ;
       » Rei rez d’omp eur vicher gempen ;
       » Red ve kaout kant ha kant den,
       » ’Vit dibaba kanab ar vro. »
O welet ar c’hanab o sevel tro-war-dro,
Ar wennili laraz : — « Ne d-a ket mad ar stal,
       » Kreski buan a ra ar greun fall.
» Hogen, oc’h va c’hlevet, pa na rit van e-bed,
» Pa welot e vezo ann edou gounezet,
     » Pa welot enn ho farkeier,
     » Ann dieien vak, dibreder,
» O c’hober [1], e pep leac’h, brezel d’al laboused
» Gant stignou, krouk-lasou, zo e-kuz antellet
     » Evit paka ann evnigou,

     » Na nijit mui a biglammou,
» Choumit enn ho neisiou, pe it d’al leac’hiou pell.
     » Ma ve, diana, kre hoc’h eskel
» Da vont evel ar gioc’h, ar c’hrak-houad, ar c’haran,
     » Dreist ar gwelec’h, ar mor ledan,
     » D’ar broiou n’int anavezet.
     » Evel a reont, pa n’hellit ket,
» Ar gelenn a roann d’hoc’h, brema e berr gomzou,
» Eo en em zastum sioul e toullou ’r mogeriou. »

     Dal ma tavas, al laboused,
     Skuiz-maro holl oc’h he c’hlevet,
     En em lakaz da fistilla,
     Evel gwechall tud kear Droja,
     Pa deue Kasandr d’ho alia.
     Gant-ho, gant ar re-man, siouaz !
     Hevelep tro a c’hoarvezaz.
     N’ousped labouz a voe paket,
     Lod kaouedet, lod all krouget.

Nemet hor c’helenn-ni, kelenn mad ne deuz ken ;
Ne gredomp e ve drouk, ken a vez war hor penn.




  1. Le vrai radical du verbe ober étant gober du dialecte de Vannes (d’où le mot gobr de notre pays, gages, salaire, prix
    d’un travail fait), on ne peut, par aucune raison grammaticale,
    séparer l’aspiration du verbe et écrire oc’h ober, non plus que oc’h
    allout, oc’h ouzout, mais o c’hober, o c’hallout, o c’houzout, ces
    trois verbes étant soumis à la même règle. — En sanscrit, l’initiale
    de gober est un K, rac. Kar, Kr, ind. 1. p s. Karômi, je fais.
    V. Bopp, alph. sanscrit, p. 25.