Mont d’an endalc’had

Ar Vates Fall

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar vatez fall.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 532-536)



AR VATES FALL
______


I


   Me ’gomz d’ac’h euz servijerrienn,
Ispisial servijerezed,
En defaot a bedi Doue,
Maleurio braz ’c’h arru gant-hè.

   Me gomz euz ur servijeres
’zo bet pell-braz ’n un tieges,
Ha na ree ar servijeres
Met ober goap euz he mestres.

   Un dewez ez eo distroët
Hag e ’d-eûs da Vari lâret :
— Mari, Mari, plac’h dinatur,
Te t-eûs ganet pemp krouadur ;

   Te t-eûs ganet pemp inosant
Lac’het hep olei ar vadeziant !
Mari, Mari, kerz d’ar retret,
D’ansav da dorfed, da bec’hed !

   Komanz ’ra ar vizerables
C’houezan, o klewet he mestres :
— Ha penoz monet d’ar retret ?
Arc’hant da vonet n’am eûs ket.

   Ma holl arc’hant am eûs fouetet
O reen ma buhe dirollet,
— Mari, Mari, kerz d’ar retret,
Arc’hant da vont na vanko ket.

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Diaoul a ’d-eûs rankontret,
Hag evel he mestr ’oa gwisket,
Parlant evel-t-han hen eûs grêt :

   — Mari, Mari, d’in-me lâret
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man hoc’h esperans monet ?

   — Ma mestres a d-eûs d’inn lâret
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret ;
’Vije rèd d’inn mont d’ar retret,
D’ansav ma zorfed, ma fec’hed.


   — Lest-hi da lâret a garo,
M’hi c’honduo bet’ ar maro,
Ha goude ma vô desedet,
M’as komerro da wir bried.

   Sentoud a ra euz he avis
Retorn ’ra d’ar gêr war he gis.
Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi ’d-eûs goulet :

   — Mari, Mari, d’in-me lâret
C’hui ’c’heûs komanset ho retret ?
D’he mestres vad, pa ’d-eûs klewet,
Evelhenn e d-eûs respontet :

   — Ma mestr en hent am eûs kavet,
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet :
Hag hen eûs d’inn gourc’hemenet
Mont d’ar gêr, lezel ar retret.

   — Laket-ewez, Mari, mar karet,
’Ve ann Diaoul ’pe rankontret ;
Ho mestr n’ê ket bet ’mês ann ti,
Eman er gambr, o tibuni.

   He mestres, gant aoun ’vije kollet,
Neuze e d-eûs bet hi c’haset ;
Neuze e d-eûs bet hi c’haset,
Beteg ann nor euz ar retret.

   Ha tri dimeus ar vêleienn
N’ rojent ket d’êhi ’n absolvenn,
Nemet ur bêlegig iaouank,
C’hoaz goude ’n defoa nec’hamant.

   Ebars ar gêr p’eo arruet,
He mestres digant-hi d-eûs goulet :
— Mari, Mari, d’in-me lâret
Ha c’hui hoc’h eus grêt ho retret ?

   Met ar plac’h na responte ket
D’he mestres, ewit hi c’hlewet.
He mestr a oa euz ann tu-all,
Hag a ree out-hi sello-fall.


II


   Pa defoe ’n dud ho c’hoan debret,
E-mês ann ti hi a zo êt ;
E-mês ann ti hi a zo êt,
War ve he bugale eo êt.


   Et eo war ve he bugale,
Da oela, da bedi Doue ;
Da oela, da bedi Doue,
Ha da c’houlenn gwelet an-hê.

   Pa oa ann hanter-noz sônet,
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet ;
Tud ar c’hontre ’zo bet spontet,
’Klewet pemp diaoul arajet ;

   Pemp diaoul heuzus, difeson,
’D-eûs hi diframmet bet’ he c’halon !
Hag o sevel e-mês ho be,
He bugaligo a lâre :

   — O mamm griz, o mamm dinatur,
C’hui ’c’h eûs ganet pemp krouadur ;
C’hui ’c’h eûs ganet pemp inosant,
Ho lac’het hep olei ’r vadeziant !

   En-hi ho femp ez int kroget,
He c’halon out-hi ’d-eûs tennet,
Ha gant ap gwad a ’d-eûs skuillet
He bugale ’d-eûs badeet.


III


   Hag ann dewarlec’h ar beure
’Sav ar bêlek iaouank arre,
Ha pa oa en he offerenn,
A zo bet gwelet o tiskenn ;

   A zo bet gwelet o tiskenn
War ann aoter ur goulm-wenn,
Hag ur vouez a zo bet klewet,
Hag evelhenn a ’d-eûs lâret :

   — Bêlek iaouank, em gonsolet,
Rag gant Doue me ’zo salwet :
Dont da veuli Doue d’ann ee,
Bêlek iaouank, c’hui raï’ iwe.

   Grêt m’ gourc’hemeno d’am mestres vad,
Penamet-hi me ’oa kollat (kollet),
Ha brema me a zo salwet,
Hec’h an da bales ann Drinded !


Kanet gant Yvona Ar Maillot.
A barous Plouguiel, d’he merc’h Marc’harit Fulup.