Mont d’an endalc’had

Ar Superstition

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 125-126)


Superstition.

Ar superstition a so ur pratic inutil pe dangerus er religion, evel ma ve impligea en servich Doue treo inutil, difennet pe ep bezàn autoriset gant an Ilis ; evel ma zeo enep lezen Doue hac an Ilis goellaat dre Oræson, ha bezàn en gortos eus an effejo gant pere ar remed, pe ar pez a rer, n’o deus nep sort raport naturel. Evel ma ve dre varc’hat groet gant an drouc speret, pe memes ep condition groet gantàn, falveout anaveout ar pez a so da dont, collet pe coachet, dre vagi, sorceres, divineres, an arveo, ar voalen, an taonvoez, an dour, an tân, etc. Piou benac a so sot avoalc’h evit consulti ar re a ra micher eus ar sort treo, a so coupabl eus a superstition difennet dindan boan a bec’het marvel dre ar c’henta gourc’hemen.