Mont d’an endalc’had

An Idolatri

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 125)


Idolatri.

Idolatri a so ur guer grec peini a signifi adori an idolo. Idol a signifi statu pe imaich. Er Scritur sacr ar guer-se so impliget evit signifiout ar fals Doueo ; rac ar Bayanet a adore ar grouadurien ha memes o c’himajo. Doue epquen a dle bezàn adoret ; adori treo-all eo cometi an idolatri. En ur sans e voar idolatret pa lequeer e gonfianç hac e attachamant en treo crouet, evel ma zeo pec’het d’ar re a laquee o c’harantez, o c’hatachamant dominant en henorio, er plijadurezo, er mado eus an douar. An impurete hac an avariçdet a so un indolatri, eme sant Paul ; ha quement se a so un exempl terribl a dallidiguez an dud. Passe m’o defe abandonet Doue, hac en em livret d’o c’horruption, int capabl a bep sort drouc, memes ar re o deus ar muya a anaoudeguez hac a sclærigen.