Mont d’an endalc’had

Ar Roskoaden

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 25-26)



AR ROSKOADEN


————

{
    \clef treble
    \key c\minor
    \tempo \markup {\caps Andante}
    \autoBeamOff
    \set melismaBusyProperties = #'()
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
    \stemUp
 g'4 g'8 [aes'8] | g'8 f'8 g'8 f'8 | ees'4 g'4 | \break
 f'4 r4  | g'4 bes'8 [aes'8] | g'8 f'8 g'8 f'8 | \break
 ees'4 r4  | f'4 g'8 [f'8] | ees'8 d'8 ees'8 g'8 | bes'4 r4  | \break
 g'8 f'8 g'8 f'8 | ees'4 c'4 | ees'4 d'4 | ees'4 r4  \bar "|."
}
\addlyrics {
De -- ac’h vin -- tin pa darze an deiz en hent
Eur pla -- c’hig a ve -- liz a Vreiz_;
Eus a Ros -- ko eur plac’h iaou -- ank,
Li -- li -- en dis -- ta -- get dious he brank_!
}
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }


II


Da beleac’h e zear evel-se — plac’hik,
Hoc’h unan penn, ker beure-ze ?
Na mar diwesfe d’ar c’hlizen
Dont da c’hlebia ho pleo melen !


III


N’em-eus ket aon rag ar glebor, kloareg.
Me ’zo ganet var bord ar mor ;
Ha ma teuan eun deis da woënvi
’Vo dre vank dour da m’ arrozi.



IV


Ha perag ive dilezel, — paourik,
Ar raden glas a Vreis-Izel
Evit seac’hi, e bro ’n estren
Evel eur peskig e’r gourlen.


V


Meur a veach, e-c’h erru d’ar goulm, — siwas !
Pa vez kousket, e koad Prat Koulm.
Beza taolet gant ar barrad
Dreist ar mor pell dious e neiziad.


VI


Mez pa ve skubet ar c’houmoul, — eun tamm.
Pa deu ’n ear da veza sioul,
Kaër eo he c’hleved, adarre,
O kana flour e begou ’r gue.


VII


Na p’heur e c’halli eveld’hi, — mignoun,
Pelloc’h e’n da vro distrei ;
P’heur e c’hlebi da dreid e’n dro
Var dreaz melen mor glaz Rosko !


————