Kastelfidardo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 27-32)



KASTELFIDARDO


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


KASTELFIDARDO


————


I


Ma red hor goad var an dachen, — eun deiz,
Te ’rai evidomp eur beden ;
Te lavaro : « Aotrou Doue,
R’ho pet truez ouz ho Ene. »

Te ’laouennaio, mamm ha tad, — ive,
Te ’zec’ho dour ho daoulagad,
Te ’lavaro : « Na welit ket,
Ho mab ’zo d’an Envou pignet.


II


— Bretouned yaouank, ho kuitaad, — hirio,
Ho ti, ho pro, ho mamm, ho tad,
Bugale vad hor Breiz-Izel
Daoust ha c’hui ’iafe d’ar brezel ?

— Mar deomp d’ar brezel, ag e zeomp, — avad,
Var galv Doue eo e kerzomp ;
Pe ni vo trec’h pe ni trec’het
Gant Doue ni ’vo kurunet.

— Mar dit d’ar brezel hag e zit, — heb mar,
Var galv Doue eo e kerzit
Pe c’hui ’vo trec’h, pe c’hui trec’het
Gant Doue c’hui vo kurunet.


— Lamorisier, den a galon, — ma zô,
Enor hor Breis, hor guir vignon
Ker koulz kristen ha soudard mad
A gerz e’n ho raok d’ar stourmad.

Fisianz ha kourach, kenvrois, — eta,
Evit harpa guir an Ilis
Diskuezit e zeus c’hoas, e Breiz,
Tud a galoun ha tud a feiz.

Difenn ar guir a zo bepred, — ia zur,
Loden an dud eün a spered,
C’hui ho c’heus c’hoas guelloc’h loden
Ar guir hag ar feis da zouten.

Stard a galoun, c’hui a vezo, — bepred,
Gant ar guir rouden, c’hui ’gerzo
Hag e ve deg ouz pep hini
C’hui ’varvo, ma n'hellit trec’hi !

Mar red ho koad var an dachen, — eun deis,
Ni ’raï evidoc’h eur beden ;
Ni laouennaio mamm ha tad
Ni zec’ho dour ho daoulagad.


Ha pa dremenint dirazomp, — goude,
Ni lavaro, ken etrezomp,
An tad hag ar vamm a dremen
Eo tud ar brezellour kristen.


III


An distro


— Brezellour, d'in-me livirit, — heb gaou,
A be varzu e tistroit ?
Ha c’hui zistrofe deus ar vro
Ma zeus e n’hi brezel garo ?

— Heb gaou deoc’h c’houi, me lavaro, — ia da,
A be gostez e maoun distro :
Me zo distro deus ar vro griz
A ra brezel rus d’an Ilis.

E’n e zourn savet he gleze, — eun deis,
Hor c’habiten a lavare,
A lavare d’he zoudardet :
« Trec’hi pe vervel, mignouned ! »

Anter kant mil den dirazomp, — a zo
Nemet euneg, ni ne domp !
Aotrou Doue, oh ! ni ho ped,
Kennerzit breac’h ar Vretouned !



IV


Ar c’haon


Perac e soun kaon ar c’hleier — hirio,
Ha guisket e du ar geler ?
Perac ar re fall o c’hoarzin
Hag ar re vad var ho daoulin ?

Arme ar Pab ’zo distrujet, — siwas !
Ar re fall ho deuz gounezet !
Kouet eo var dachen ar Brezel
Bugale yaouank Breiz-Izel.

Pegeit e ma ho relegou, — pegeit ?
Piou a bedo var ho beziou ?
Ælez an Env, c’houi a zougo
Hor pedennou betek e’n ho.

Mammou, breudeur, ha c’hoarezed, — eta
E leac’h gouela, pedi ’zo red.
Da heul pedi, meulomp Doue !
Kaër ho maro, kaër ho bue !

Kouet int evel ma tle kouezoud, — bepred,
Kristenien Breis, o lavarout :
« Maro ’vit ar feiz, maro mad !
» D’id va bue, d’in va brud vad. »



V


Trec’het oc’h bet gant an niver, — hebken,
Treiset ouzpen, Breizis ker,
Kalounek oc’h bet e’r gombat
Koll ’zo gounit pa stourmer mad.

Ho koad e redek d’an douar, — du-ze,
A lakaio fin d’hor glac’har,
Goad ar verzerien a laka
Blenchou an ilis da vleunia.

Kenavo d’heoc’h ; evit biken ! — brema,
Oc’h gourvezet var an dachen ;
E Breis, n’hellimp mui ho koueled
En Envou ne lavaran ket.

Pa velimp e korn an oaled, — en ti,
Ho skabellik goullo chomet
Ni lavaro mintin ha noz
Kenavo d’heoc’h e’r baradoz.


————