Ar Raz hac ar Glesqer.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bley hac an Dànvad. Ar Raz hac ar Glesqer. Ar C’hy hac an Dànvad.   ►



FABL 3.


Ar Raz hac ar Glesqer.


Eur vech ar glesqer hac ar raz
Da gombati a gommanças.
En rouanteles ar mare
E voa ar brezel entreze :
Er blenen gaër deus an arbrat
Eo e voe roët ar gombat.
Combati rent en coll alan
Gant lanzo gred deus a vroan.
Rust e voa’r chog : a bep coste
Cals a ners hac ajilite.
Pep-hini anê a zonje
Ebars er joa en divije
Pa chomje gantàn an enor
Da vout gouneet ar victor.
Doffet er gis-ze gant ar boan,
Eul lapouç anvet ar milan
A bacqas an daou gombatant
Ha leina gante excelant.

Sans moral.


Neb piou bennac en em fourro
En qerel hac en prossejo,
Privilech, calite disput,

Evel ma ra cals eus a dud,
A renqo lacât evez mad
Petramant ho deo calonat.
Mar bent eun neubeut diavis
Ar milan e vo ar justiç,
Hac ar re a vo o voelet
Ne vefont qet cals contristet.


————