Mont d’an endalc’had

Ar Pab e Breiz a zo karet

Eus Wikimammenn
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 170-171)



KANTIK AR PAB
————
N° 134. — Ar Pab e Breiz a zo karet.
War don : Zaladi ran war ma daoulin, N° 134.


Diskan.
Ar Pab e Breiz a zo karet,
Breiz gant ar Pab zo beniget ;
a greiz kalon, gant hon peden,
Ni rei d’ar Pab hon aluzen.

1. Jezuz, abars kuitat ar bed
A n-euz bet e ilis zavet,
Evit henchan an dud fidel
Trezeg ar vuez eternel.

2. Eur bar grefet war eur wezen
Frouez biazet-mad a hel dougen :
Buez ar c’hristen zo grefet
War Jezus-Krist, Zalver ar bed,


3. D’ar c’horf eun ine zo krouet
Da rei d’imp buez ha genet :
An Ilis a n-euz vit ine
Ar Speret-Zantel, gwir Doue.

4. D’an ol e ro ners, sklerijen,
Evit bezan gwir gristenien :
D’ar veleien, d’ar bastoret,
Gallout evit ren o denvet.

5. Pen an Ilis, er Barados,
Eo Jezus-Krist, ouz hon gortoz ;
Da ben an Ilis er bed-man
Simon-Per oa laket gantan.

6. Per eo bet vit-ze leshanvet,
A zinifi eur roc’h kalet ;
Ar roc’h zo trec’h d’ar gwagenou ;
Per zo divral, daoust d’an diaoulou ;

7. Ar Pab a zo e lec’h zant Per,
Eveltan vikel d’hon Zalver ;
Per a oa chef an diskibien,
Ar Pab eo chef an eskibien.

8. Enor braz d’ar Pab a douger
Hag ouz e dreid e taouliner ;
Gant ar Pab an ol zo reizet
Pastoret kenkouls ha denvet.

9. An eskob na n-euz gwir ebet
Digant ar Pab mar na n-euz bet :
D’e dro an eskob d’ar belek
Ro gwir da ren ha da brezek.

10. Euz ar Pab vel euz eur vammen :
E teud’ar c’hristen e greden:
Hen zo barner war draou ar Fe,
Kement a varn zo gwirione.

11. Ar Pab ouspen a zo roue,
Na n-euz ken mest nemet Doue :
N’hel bezan dindan lezen den
An neb a ra d’an ol lezen.

12. E gador zo he flas e Rom.
Kichen be Per e renko chom :
D’ar Pab ha d’imp Rom zo pelzo,
Peb kristen zo er gèr eno...

13. Eürus neb a ro d’hon Zalver
Dre zorn ar Pab e dam diner,
Ha neb a zo bepred fidel
Da chilaou mouez an Tad Zantel !

(Kantikou spirituel Kemper.)