Mont d’an endalc’had

Ar Paün hac al Lapoucet.

Eus Wikimammenn
◄   An Difiner. Ar Paün hac al Lapoucet. Ar C’higer hac ar C’hy.   ►



FABL 122.


Ar Paün hac al lapoucet.


Al lapoucet voa assamblet
Ma vije eur roue choaset.

Ar paün en devoa credanç
Dre e blun caout ar breferanç.
Pep-hini ’nê dre gement-màn
A gommanç reï moez varnezàn.
Mæz unan prudant eus ho zoez,
Ive eus ar gompagnunes :
Mest, emeàn, roue pa vi,
Mar deu an egl d’hon attaqi,
Pa vide o ren curunet
Penaus vomp ganet divoallet ?

Sans moral


Dre ar fabl-màn eo disquelet
Eur gouarner, pa ve choazet,
Ne gleer qet demeus e vin,
Evit coant na brao beza din.
Guelloc’h eo evit apparanç
Ar furnes, courach ha prudanç.


————