Ar Morskouled
Noz, noz tenval ; hanter-noz pe ouspenn.
Daou emaint ’barz an ti, unan koz hag unan yaouank, gourvezet ouz eun daol prenvedet, graet an hanter anezi gand eur planken brein ha brevet, bet dislonket gand ar mor… O dremm vlevek ’zo kuzet en o daouarn monsek.[2]
Dagorn — hano an hini koz — a zav e benn ; sellet a ra ouz e genseurt : eur mousc’hoarz a darz war e vuzellou, mes e vousc’hoarz n’eo ket henvel tamm ebet ouz ar mousc’hoarz laouen a zav eus betek dounder ar galon. Ger ebet ne zeu er-meaz e c’henou ; e dal ’gouez adarre war palm ledan e zaouarn hag e spered en e brederennou.
Al lojeiz eo paour meurbed an diabarz anezan. Ouspenn an daol vrein ema an daou zen gourvezet outi, e weler e pep tu d'ezi eur skaon vezo talfaset gand eun oberour n’eo ket e vicher ober ze. He netra ken. E beder voger d’ezan ’zo sklerijennet dister gand eur c’houlaouenn-rousin, hag ar mogeriou, an holl draou, ha dremm an daou zen a zo lakaet ganti warno liou ar mergl, liou an devet.
Rouejou, kerden brevet, neud rostet ha torret, sturiou didammet, tammou gwerniou, eoriou merglet, roenvou brein ha loueded, dilerc’h ar mor goude eur pense, a weler stranet war al leur-zi.
Eur prenestr bihan, diwerenn, ’zo toullet er voger e tu ar c’hornog. Boutadou avel en em stard, en em wask en eur lammet dre ennan evit dont ’ barz an ti gant yud ha gant klemm. Ne weler er-meaz dre ar prenestr-ze nemet tenvalijenn dall. A vare da vare e teu eul luc’hedenn da doulla an denvalijenn-ze, hag e diabarz an ti sklerijennet splann e weler eul laouennidigez euzus o para war dremmou an daou zen.
Eun dalm gurun !… Unan all, sec’h, krenn, ken na zrask frammou an ti ganti ha na gouez eun deolenn eus an dôenn…
Klevet a reer c’hoarzadeg daou zen.
— Dalc’h ’ta !… dalc’h ’ta ! eme Dagorn, ken na darzo ar bed ganit !
Sellet a reont an eil ouz egile, hag o daoulagad, dindan sklerijenn kanvus an ti, a lugern, fromus, tan-limestr enno, evel daoulagad al loened gouez, pa zeu c’houez ar c’hig d’o fronellou gand avel ar gouelec’h.
Sellet a reont an eil ouz egile, mud o zeod, o spered e lec’h all, mes digor-bras o diouskouarn…
Selaou a reont…
Er-maez an avel gwalarn a yud gant fulor, ken na voud evel eun arne e genou ar siminal, ken na storlok ha na zrask an nor ha na yud he mudurenn…
Eun diroll, evel n’eus ket bet, a groz war ar mor. Tri devez ’zo m’eo marellet an dourioù gant steudennoù hirr a eon. Hervez lavar ar c’hlannidi, tregont vloaz ’zo, — memes ouspenn a gred d’ezo, — n’ez eus ket bet amzer ker rust. Dagorn e-unan, — boazet ouz an holl amzeriou fall hag eo anavezet gantan kement roc’h-chadenn treitour en em led hag en em guz evel aered dindan an dour da vare gourlenn, evit kregi er moraer pa zonjo an nebeuta. — Dagorn e-unan ne c’hell ket miret ouz ar gredienn da heja d’ezan e izili, pa zeu splann en e spered stad ar merdeïdi o vordeï dre an noz tenval, hep steredenn… Mes kerkent eun diaoulek mousc’hoarz skrijus a stenn d’ezan kigennou e javedou.
— Gwell a ze ! emezan, gwell a ze !… Ken a ze !… N’eo ket gwir, Orvoen ?…
Orvoen, an hini yaouank, a stouas e benn, evit rei da entent e lavare evel e genseurt.
Eun dalm gurun all, spontus, evel drailh ’barz an Nenv, ken na grenas an ti beteg an dounderiou, dennas Dagorn hag Orvoen eus o frederennou.
— N’ec’h eus ket sonj, Orvoen ?… Dek vloaz ’zo breman pe war-dro. Eun diroll spontus war ar mor. Pas kement hag an nozveziou-man ; nann, n’eo ket lâret… Mes n’eus forz. Ne chome ket gwall-reiz ar mor, pegwir eun den koz pevar-ugent vloaz a lavare n’en doa gwelet a-hed e hirr-vuhez eur seurt amzer fall. An houlennou e-kreiz an deiz oa deuet da veza liou an denvalijenn warno gand ar c’houmoul pounner hag izel kouezet war o c’horre. Hag an avel a c’houeze ’ta !… N’ ec’h eus ket sonj, ’m eus aon ?…
— Eo, Dagorn, koun mat am eus ’vel pa vije an noz diveza. An avel put a c’houeze, hag ar mor a c’harme ! An tornaot a stake kurunou en e geviou, hag eus al lanneier doun ha gouez gwezenn ebet warno, e save koulskoude eur c’harm skiltrus, souezus, eur c’harm skrijus. Ar mor, an nenv, an aod, an douarou, pep kev ha pep sklosenn a zave eus o c’hreiz eur c’hlemgann. Oh ! an noz-se a zo freaz aze, a reas Orvoen, en eur skei war e dal… Mes ne oan ket chomet ’vid ar pense : ne oan ket ’vit chom reut a-walc’h war va skasou gand an derzien vras a oa kouezet warnon, hag abaoe n’oun ket bet yac’h.
— Me ne zizonjin biken ! a gendalc’has Dagorn… Gwelet a ran aze, dirak va daoulagad, ar bagou, al listri, ar reier hag… Oh !… An arne a zavas en eun taol-kont, hag a grozas ker buan hag ar gurun. Ar bagou, a oa neuze er-meaz, a zeuas bec’h d’o sturier, me lavar d’it, evid o lakaat da lammet e doare dreist an houlennou hag o derc’hel war hent ar porz. Gwasoc’h c’hoaz !… An noz a daolas war ar mor eun denvalijenn du-sac’h evel henoz, ha ni, — ugent vloaz ’oan neuze, — en em lakaas gant hor labour ! Eun tantad tan a sklerijennas ar wasa sklosenn ; hag ar c’holeou, tan-flamm e beg o c’herniou a yee hag a zeue war an aod, evit dihencha al listri hag o lakaat da vrevi war hor glannou. Ar sturierien a henchas o bagou hag o listri war-du hor sklerijenn treitour, ha p’o doe gwelet o stad, e oa re zivezat !… Ne oant mui reut a-walc’h evit stourm gant gounid ouz ar warren[3], ha, tri dervez goude, e voe kavet, war an Arvor-Bili, Fanch Kermeur, Youen Kouloc’h ha Yann Porodo. Heman, hervez tud desket Pont-’n-Abad n’oa ket bet e gourdadou Breiziz a ouenn ; eus eur vro bell e oant deuet kantvejou ’oa ; eus eur vro domm bennak, du-ze, an tu all d’ar bed… Ne vern !… Kouls hag ar re all e voe kavet, astennet war ar bezin, e zaouarn hag e chod gleiz hanter-zebret d’ezan gant ar c’hranked… Ker gwenn ha ker disliv e oant ha d’an dervez ma oant ganet… Ha kalz re all c’hoaz ’oa chomet ganto da gousket dindan ar memes linser. O bagou evel beskennou ’oa bet gwintet war ar groaiou… An hini a oa er penn d’eomp, ar Zalaun, pa glevas e oa kavet maro Yann Kermeur ha mignoned all d’ezan, a yeas e benn n’ouzon ket penaos. Pegwir ’oa deuet d’ar vered evit gwelet toulla an douar, ha hen da c’houlenn gand an douller : — « Ped ’zo nezo ? » Ha a-vec’h selaouet ar respont, e lakaas an trenchou war e skoaz hag ez ea d’o lemma war ar vreolim.
— Eur penn-skanv, eme Orvoen.
— Biskoaz reier Penmarc’h n’o doa gwelet war o c’horre preizer ker reut, ’c’heller kredi.
— Ma oa tonket…
— Tonket e oa !… Ouspenn ar bagou bruzunet, e teuas eul lestr-veur da zaoubenni war ar ribl. Hep truez, an holl dud, oa bet lazet… Ya ! an holl nemed unan !… Eur vaouez a c’hellas tenna e skasou… An dervez war-lerc’h, houman a gane war ar reier, penfollet. Breman ne weler anezi nemet a vare da vare, evel eul labous arne, kramennet he dremm, ken eo bet leshanvet Ludu gant moused hor glannou. Bepred e ve kavet e-lec’h ez eus eun darvoud da c’hoarvezout, eur c’hlemgann melkonius en he genou pe valloziou en hon andred-ni. Pa glever ema o tostaat, ar merc’hed a zerr prestik dor o zi gand ar spont, hag ar wazed a dro o fenn evit miret da welet an Asaouer[4] o tremen…
Ne oa ket peurachuet e gomzou gant Dagorn, pa voe klevet eur skrijadenn er-maez.
— Labous an Ankou ! eme Orvoen… Diveza kenavo ar verdeidi a dremeno henoz !
— Naren !… n’eo ket labous an Ankou eo… Biskoaz n’em eus krenet ouz e glevet ; ha gand ar skrijadenn-man ’zo aet eur gredienn dre kement ezel ’zo ouzin.
Eur youc’hadenn all a reas d’ezo krena, eur vaouez ’voe klevet tost, o kana :
- Mil malloz ru ! mil malloz ru !…
- Ar mor ’zo doun, an noz ’zo du ;
- Ar mor ’lïes a zo treitour,
- Hag a lonk ’lec’h an enebour
- ’Spenn eur mignon e-kreiz e zour…
- Mil malloz ru !…
— Klevet a rez anezi, Orvoen ?
— Re vat ! Eun derzienn ’red penn-da-benn va c’hein.
— Me ’gav d’in n’eo ket ar wech kenta d’in d’he c’hlevet. Pelec’h ?… Pe vare ?… N’eus ket eur zonj re freaz, mes gouzout a ran…
Ar vouez a gendalc’he :
- Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !…
- « Ruilho glas-gwenn gand ar warren
- Tadou beuzet gand o mibien
- A vo klevet ’kreiz an diroll.
- « Pad ma kano war-bouez he fenn :
- « Malloz d’eoc’h-hu, malloz d’eoc’h holl !…»
- An hini foll.
Orvoen a ziredas d’ar meaz.
Den ebet !… Ar vouez a oa tavet krenn. Er-meaz na c’harme nemed an avel gwalorn.
— Souezus eo, eme Orvoen ; n’oun ket mezo ha va spered ’zo ganen… Klevet em eus freaz, ker gwir ’vel m’emaoun aman ; n’oun ket dall kennebeut ha kaer am eus klask gant va daoulagad, ne welan tra ebet. Boulc’hurun !… mar n’eo ket eun asaouer !…
— Eun asaouer ! eun asaouer !… eme eur vaouez er-meaz e-kreiz en denvalijenn. Ah ! ah ! Pebez burzud ! Biskoaz kemend-all !
Dagorn hag Orvoen a zantas o gwad en em zizounna en o izili.
— Ginaouerien ! a gendalc’has ar memes mouez. Eun asaouer !… Ha preizerien dlefe klevet hano eus kement-se ?
— Ah ! te eo a zigas evel-se ar spouron ganit, ar Mor-houc’h ?
— Ya, ya ! me eo va-unan, eme ar Moc’h-houc’h gand eur vouez raouliet, — war-dro dek ha tri-ugent, emede, — me eo ! Em gwelet a ret gant va c’hig ha va eskern. Mes biskoaz n’em eus gwelet ar spouron o tont d’am heul.
An daou preizer a zantas dizammet o diou skoaz.
— Mes ar Mor-houc’h, emezo, n’ec’h eus ket klevet eun dra bennak tost ama ?
— Ha petra ’ta ?
— …Tre kichen, eme Dagorn… stok ouz an nor… Kasement… Hon daou eomp diredet er-meaz.
— Hag e bet peus gwelet er-meaz ?
— Netra ebet.
— Mouez eul labous o vont e-biou.
— Eur vaouez ’oa, m’ en tou ru, a lavaras Orvoen.
— Ya ! eur vaouez, a gendalc’has Dagorn. He mouez n’eo ket dianavez d’in. Mar ne vefe ket… N’eo ket gwall neat ken, an traou em spered… Mar ne vefe ket ?… N’ec’h eus ket klevet anezi, Orvoen, o kaozeal ouz an hini foll…
— Eus Ludu ’gaozee neuze ?…
— Ya ! mes ma ne vefe ket hi he-unan ?… Eo, eo, hi eo.
— Ludu ? eme an daou all.
— Ya, ya ! Ludu, hi eo. Anavezet a ran he mouez.
— Kana a ra evel-se, pa c’hoarvez eur pense bennak.
— Neuze, a lavaras ar Mor-houc’h, n’eo ket fall. O klask an dra-ze emaomp. Eur pense…
— Ya, mes, a eilgerias Dagorn, me garfe memes tra beza pell outi. N’ez eus tra vad da c’hounit ganti.
Tavet oant o-zri.
Eul luc’hedenn a faoutas an denvalijenn hag a sklerijennas an tri zen : ne c’hoarzent mui hag o zremm ’oa drouklivet.
— Da-unan out deuet, ar Mor-houc’h ? Hag ar re all ?
— Va-unan oun deuet. Ar re all a zo gand o micher, e-tal an Dorchen ha war an Arvor-Bili. Ni, ni ’yelo d’an Aod-Wenn. Loarer, eus Lechiagat, a zeuio ganeomp, ha paotred ar Gelvenneg asamez gantan. Hastomp buan ; n’eo ket aman ema hon lec’h. Deomp ’ta ! Ar re all a vezo holl araozomp-ni.
— Tostaït ’ta, ar Mor-houc’h ha te, Orvoen. Eur bannac’hig hini krenv ’barz mont kuit… — Feiz ! eme ar Mor-houc’h, ne raio ket a zroug. Daou, mar
karez. Mes founnus… Dispak, digas, hag ac’hann…— An diveza chopinad da bep-hini eo. Deomp ’ta d’an aod, da c’hortoz e vezo digaset d’eomp adarre kement-all.
— Yec’hed da Zagorn ha da Zaelen ! a youc’has Orvoen, gant nerz e bemp vloaz warn-ugent. Emichans e vo kavet ’vid an eured hini kerkouls ha heman.
— Roet ’vo d’it, Orvoen, mes n’eo ket ar mare da ober goap.
— Droug a yafe e Daelen ma rafen goap ouzout… En eur werenn vras e vo roet d’eomp ?
— E skudell ar mor e vo kinniget d’it !
Hag int er-meaz. O botou pounner dindan o bale lopez[5] a stok herrek ouz mein an henchou doun. Evel tud mezo ez eant dre ar garnou[6] meinek ha tenval.
— Boulc’hurun ! a yudas Dagorn, me garfe tarzi, mar deo gwir eo heman eun hent a feson !… Henchou ’vid ar C’hornandoned hag ar Gwrac’hidi — ma ’zo bet outo eur wech bennak — ne lavaran ket.
— Bennoz d’an henchou-man, Dagorn ! a lavaras ar Mor-houc’h, pegwir eo abalamour d’ezo eo chomet didoull va ler betek-hen war va c’hein. Dre an henchou-man ne astenn ket ar maltouter e fri hag an tennou a ya dreuz.
Eur skerijenn a darzas tost d’ezo. — Sell, eme Dagorn, n’em oa ket a zonj. Aman ema ti mab an hini beuzet dek vloaz ’zo… Yann Kermeur, a fell d’in lavarout. Ne garan ket nemeur tremen e-biou d’ezan. Koulskoude n’eo ket me… Ar Zalaun… mes n’eus forz ; gand ar re all e oan, hag…
— Gwell a ze emaomp tri, a lavaras ar Mor-houc’h, en eur ziroll da c’hoarzin. Ha c’hoaz n’eo ket lavaret na zeuio ket eun tenn war hon lerc’h, ma ’z afe c’houez unan ac'hanomp betek toull e fronellou.
Int a daolas eur zell, en eur dremen, e diabarz ti mab Yann Kermeur dre ar prenestrig diwerenn. Eur c’hreuzeul tenval ha pikous a sklerijenne an diabarz anezan. Ne zeue mouez er-meaz anezan.
— M’en tou, a lavar ar Mor-houc’h, al loen ’zo aet war-benn hent da unan bennak ac’hanomp, rak n’eo ket ar breizerien livet eus ar brava gantan.
N’eo ket tremenet an ti ganto c’hoaz, pa ’z a eur gredienn dre enno o-zri. En he zav, harpet ouz an talbenn, eur furm zu, eur skeud a darz eus an denvalijenn, sioul, difinv. Furm eur vaouez a gred d’ezo… Mes ne welont nemet he daoulagad luc’hus o para warno evel daou gef-tan. Sellou ar skeud a ya dre o c’hig hag a drouc’h hag a zev. Kerzet a reont gand o hent, founnus ha dilavar hep dizrei o fenn, hag ar skeud, difinv ha sioul, ema he daoulagad lemm o para warno gant tan ar gasoni hag an droukrans.
Aet eur pennadig, ar Mor-houc’h en eur glask c’hoarzin :
— Petra az peus bet en eur vont e-biou ti Kermeur ?… Me, evit ma lod em eus bet eur pouez a zaou c’hant lur war va diouskoaz, ken na c’houezan eur c’houezenn yen en eur zougen anezan. N’eus nemed ar Gwrac’hidi barrek da ober kemend-all.
Orvoen, petra zo digouezet ganit ’vit da lod ? Klaoustre ez eo bet staget da zeod ez kenou !
— N’ouzoun dare ; mes ar pez ’ ouzoun eo e astennis va skasou.
— N’ec’h eus ket he anavezet ?
— Nann !
— Hi eo !
Hi ! Ne lavaront ket muioc’h, mes kompren a reont eo Ludu an hini a zo kuzet e dounder an hent koz.
— N’eo ket arouez vat ! a lavar Dagorn.
War an aod, gwazed, merc’hed a c’harme, a bec’he, a valloze, a doue, a yude gwasoc’h eget bleizi, gwasoc’h eged ar mor hag an avel. Bugale zoken, uhel evel bodreou, a oa eno o teski o micher preizer.
Evel gand eun dalm gurun e tregernas an aod penn-de-benn. Eur youc’hadenn hirr, gouez, a zavas eus skevent pep den. Eun tenn kanol a yudas a-gevret an holl glanidi.
— Eul lestr ! eul lestr ! a yudas ar Mor-houc’h.
— Eun lestr o vont da goll ! a youc’has Dagorn.
Beza e oa en o mouez kasoni hag eul laouenidigez dispar.
Koleou spontet, an tan bras war o fenn, a zaoulamm war ar bili ha ’mesk ar sklosou. Gwinta a reont o fenn a-drenv, darc’haoui a reont o c’herniou ouz ar reier evit laza an tan a lak o empenn da virvi. Hag ar flamm a zav bepred muioc’h-mui. Blejal a reont gand ar gloaz ; daoulammat a reont fuloret, pennfollet, betek ma kouezont war eur sklosenn, o zeod hirr er-meaz o genou hag o divesker torret…
Mes war-lerc’h ar c’holeou a gouez, e teu dioc’htu re all, goulou all enaouet e beg o c’herniou ; tan hejet ha dihejet henvel ouz goulou eul lestr luskellet war eur mor digompez.
Eur pennad goude, eur furm veur, branskellet gant fulor an diroll, a darz, a dosta, a dosta evel eul luc’hedenn, buntet gant nerz trec’h ar warren.
Eur strakadenn efreizus !… Eur skrijadenn truezus ha hirr !… Arvest displeget buanoc’h evit ma c’heller e ijini.
E-kreiz krozoll dirollet ar mor, klemmou, skrijadennou, pedennou, malloziou ruz… ha yourc’hadennou ha c’hoarzadeg a zav etrezeg an nenv.
Eul lestr toullgofet a zo staget ouz ar sklosou, evel skoulmet ouz skilfou ar reier, ha war ar ribl eur bobl a yud, a yud…
Ar forbaned a fellas d’ezo lammet evel bleizi war ar preiz-ze, digaset d’ezo gand ar mor ; mes ar mor fromus a vire da dostaat. Al lestr flastret, bruzunet, ar mor hen dalc’he gantan, evitan e-unan.
Den ne c’hellas tostaat.
Antronoz vintin, pa baras an heol war beg-douar Penmarc’h ha pa zihunas ar gear-veur, e oa reizet ar mor. Du-man, du-hont e chome war e gorre digompezik c’hoaz barrinier eon.
Dagorn hag ar Mor-houc’h a oa o hano e genou an holl, mes den ne ouie da belec’h e oant aet na pelec’h e oant chomet. Mes, pa zavas an heol e uhelderiou an oabl, e kleved e straejou kear Penmarc’h eur reuz hep e bar. Tud, kalz tud en em vode en-dro d’eur vandenn verc’hed a oa-i aet da zevi bezin d’aod, hag a oa diredet d’ar gear, spontet. Ar merc’hed-ze a gomze diboell. Selaouet int gand eur souez bras meurbet : lavaret a reont ez eus war eur roc’h eul lestr, gwintet d’an nec’h, e diaraog digor hag e weler skrivet warnan : Penmarc’h-Veur.
Penmarc’h-Veur, ar gwella lestr bet graet e Breiz-Izel !… Penmarc’h-Veur, aet eus ar porz eiz deiz oa - nemet Bretoned ennan - lintrus evel an heol ha glas evel ar mor, ha deuet aze rag ar porz da vervel, da veza bruzunet gand ar re a oa bet, meur a hini anezo, oc’h ober anezan.
Ar merc’hed a gaozee, a gaozee spontet, hag a lake ar spont e kalon ar re a oa o selaou.
Kavet ’oa bet Fanch Kermeur, eun niz da Yann Kermeur, an hini beuzet dek vloaz a-raok, ha gantan Beuzec, Kernus, Poullmac’h ha Drezen, tad Daelen, o-fevar eus Pont-’n-Abad, ha kant all c’hoaz eus ar vro !…
An holl a zirede d’ar c’helou gand aon ha gant spont, evit gouzout petra ’oa deuet da veza eur mab, eun tad, eun niz a oa war al lestr veur…
Daelen, ker koant en he femp bloaz war-nugent, an anken en he c’halon, a dostaas evel ar re all, aon ganti goulenn, aon ganti gouzout…
Eun trouz bras a zavas eus mesk an dud…
Eun den a zeu gant lez an hent, sko ouz an tiez, founnus, founnus evel eun diod. Kouezet eo e benn gantan war e vruched hag e gorf holl ’zo stouet. Kerzout a ra evel eul loen glazet gant gouli ar maro hag a zell ouz al lec’h m’ema o vont da goueza, difinv, diwadet, astennet evid atao.
Daelen a ra he c’halon eul lamm en he c’hreiz ouz e welet ; sell Daelen ha sell an den a bar an eil war egile… Daelen a zav he diouvrec’h d’an nec’h, hag eun hano a glask pignat eus toull he gouzoug.
Mes daoulagad an den-ze a zeve gant tan ar gasoni.
Hep eur zell muioc’h ; hep eur ger, Dagorn a ya e-biou evel eun tenn. Ha den ne lavar ger d’ezan, ha den ne yud war e lerc’h : « Muntrer ! » ha den ne stlap mein gantan, treveliet holl o spered ha peur-spontet o gwad.
Intanvezed Penmarc’h, aet da welet douari o gwazed, n’helljont ket mont d’o heul d’an iliz. Leun-tenn eo an iliz eus ar spled beteg an nor-dal. En em waska e reont e toull an nor o klask mont e-barz ; yudal a reont evel loened gouez.
Neuze, en em taol-kont, spontus, herrus ’vel eur vengleuz o strakas, eus mesk an intanvezed e sav eur c’hoarzadenn skiltr : eürus, laouen evid eur wech, Ludu a strak he daouarn hag en em lak da gana.
Dagorn, ar Mor-houc’h hag an holl forbaned all, den ebet ne welas al liou anezo goude-ze. Gand an amzer e teuas eur c’hevrin[7] d’en em leda warno. Mes hirio c’hoaz ar c’hlannidi a zeu sonj d’ezo diouto, pa welont e-kreiz eur c’houmoul-arne o para skedus daoulagad difinv ar morskouled.
- ↑ Ar morskouled, aigles de mer ; grands oiseaux de mer, genre oiseaux de proie, qui ne vivent que de poissons ; ils planent comme l’épervier et piquent du haut des airs avec une rapidité incroyable. — Ici : les naufrageurs.
- ↑ Monsek. Terme très usité à Châteaulin et alentours pour désigner quelque chose grossièrement taillé
- ↑ Ar warren, le courant marin.
- ↑ Asaouer intersigne
- ↑ O bale lopez, leur démarche lourde. Lopez, dont le sens est Lourdaud, est très employé à Châteaulin.
- ↑ Garnou, chemins encaissés et délabrés
- ↑ Kevrin, mystère.