Mont d’an endalc’had

Ar Mene o c’henel.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Bley hac ar Vouïs. Ar Mene o c’henel. Ar C’hy coz hac e Vestr.   ►



FABL 23.


Ar Mene o c’henel.


Eur brud a voa a yez a-bell
E cleie ar mene genel.

Ar bobl tout en em assamblet
A yez d’e gichen da voelet.
Pa voaint aru en e gichen
E teujont neuse da gompren
E vije monstr cruel ha cri
A raje d’ê cals a anvi.
Gant cals a aon, frayeur ha spont
E sellent penaus vije cont.
Anfin ar mene a c’hanas,
Hac e voeljont eun tamic raz,
Ha ma commanças a dra sur
An oll da c’hoarzin dreist muzur.

Sans moral.


Tud glorius, bombanserien,
A roï d’an oll evit creden
E raint traou bras hac excelant,
E zint tud fur, crèn ha prudant.
Pa ve qistion da ober,
A boan e ve bian dister,
Ha ma servich ho faziou cley
D’ar voapaërien evit prey.

Item.


Ar fabl a zisque dre e c’hauz
Non pas qemeret a aon fauz,
Rac alies bras e crener
Gant treo bian ha dister ;
E teu ar spont da vea voaz
Evit n’en dê james ar glaz.
Eun dra dign deus a farceres
A ra demp crena alies.