Ar Hent en Hadour/Chapistr 10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   LODEN IX LODEN X   ►

LODEN X
――

En Aviél.« Hanneh e oé er haretan get Jésus… »

————

Epad er loden-ma, en hoari e vé groeit ér memb tachad el er loden naù : dirak ti Lazar, é Béthani.

————
Er ré e hoari ér loden-ma : JÉSUS ha IEHANN

IEHANN

Mestr, hui e gonz dalbéh ag hou Tad ; m’er hlah, mes
Ken tioél é en treu en dro d’ein !… Eun em es
A fari, Mestr…

JÉSUS

A fari, Mestr…Me zou en HENT.

IEHANN

A fari, Mestr… Me zou en HENT.Mestr, hui e lar
Treu soéhus ha nen des chet hoah kleuet en doar.
Mé, ou gortoz e hren er honzeu soéhus-sé
Hag ou cheleu e hran perpet get leuiné,
Rak ma kreskant énnan nerh mem buhé !… Neoah,
Réral, tro-ha-tro d’emb, ou dispriz hag ou nah.
Ind e nah hou konzeu a zivout en doustér,
Er burted… Ind ou nah, hag ou hleuet e hrér
É nahein memb hag é tispriz er garanté !
« Inourein Doué a zianvéz, treu erhoalh é,

Emé ind ; ne gleu ket boéh erbet anehon
Nag é ouilein nag é kañnein en hur halon.
De betra hé digor énta ?… » — Er honzeu-sé
E gresk en noz énnamb !

JÉSUS

E gresk en noz énnamb !Me zou er HUIRIONÉ.

IEHANN

Nen dé ket treu erhoalh, Mestr, hanaùet en hent
Hag héli er sklerdér e rei d’en nemb e sent
Doh hou konzeu… Goann omb !… Me ven… ne hellan ket !
Me saù… me goéh endro !… — Un dra e vehé ret :
Un dorn eit hun seùel, hun sekour, hun harpein !
Pe vein koéhet, Rabbi, più e rel en dorn d’ein,
Più ?

JÉSUS

Più ?Mé zou er VUHÉ !… Deiton eit hé rein d’oh,
Eit m’hou pou hi, ha m’hou pou hi dalbéh kriùoh.

IEHANN

A ! Pen dé guir é ma en treu elsé, chomet
Enta dalhmat genemb… Er véléan, sellet,
Ne guhant ket er haz ou des dohoh. — E klah
Lakat en dorn arnoh é mant : er haz e lah !…
Arriù é, Mestr, en ér ma saù en tioélded
En dro d’emb : ér en noz ha marsen ér er goèd.
Mestr…

JÉSUS

Mestr…Eit en ér-sen é é tan. — Er gran gunéh,
Mar ne varùant, ne hellant ket doug frèh.




IEHANN

Hui hag e ra endro d’er ré varù er vuhé,
Hui, er Mési, er Hrist, hui e varùou !…

JÉSUS

Hui, er Mési, er Hrist, hui e varùou !…Ret é
Ma vou skoeit er bugul ha ma vou en deved
Dispartiet duhont ha dumen dré er bed ;
En deved hag e gleu mem boéh, hag e héli
Men guialen, e ia get ou hent hemb fari.
Mes dont e hrei kent pèl un dé ma ne vein mui
En ou mesk…

IEHANN

En ou mesk…Eit kuitat hous amied, Rabbi,
Gorteit ahoél ma vou saùet hou ranteleh,
Ma vou bet brezéleit ha ma vou deit er peah.
Lausket ni d’hou tihuen… Più e gredou énnoh,
Più hou karou, ia, più hou karou, mar nen doh
Ket mui genemb ?

JÉSUS

Ket mui genemb ?Cheleu !… en treu-sé ne badeint
Meit un amzér, me mab : fonabl é treméneint ;
Mes me zeli ivet er halis e ganpen
Me Zad t’ein… Ne dalv ket er boén klah um zihuen
Doh er peh e zou ret.

IEHANN

Doh er peh e zou ret.Allas !

JÉSUS

Doh er peh e zou ret. Allas !Én attretan,
Kerhet, Simon ha té, betak er gér tostan.

Hui e gavou ino staget doh dor un ti
Un azen hag é vam ; betak bremen, hañni
Ar en azennig-sé nen des chet hoah krapet.
Distaget ind ou deu ha mar bé goulennet
Genoh perak, hui e larou er honzeu-ma :
« Er Mestr en des dobér anehé ». — Ké enta !

Mont e hra Iehann kuit.

Ha bremen… ha bremen… me Zad, sekouret-mé,
Eit ma vou groéit é me hevér hou volanté !

En tenneris e goéh.


⁂ ⁂ ⁂

EN DRA DEVÉHAN HA KAERAN

E huéler.

PREHÉSION ER LORÉ

Kentéh ma tigor en tenneris, kleuein e hrér er han é tont a bèl bras ; kent pèl, guélet e hrér en dud, er ré bihannan ketan ; lod e asten ou dillad ar en doar, lod aral e daul bareu glas ar en hent. Kerhet e hrant, bareu geté en ou dehorn, en ur gañnein. Jésus e zou ar un azen konduiet dré sant Iehann.

ER BOBL hag ER GANNERION

Hozanna !… Hozanna !
Gloér d’en hani e za
Get doustér ha truhé !
Hozanna ! Hozanna !
Gloér d’en hani e za
D’hun salvein a berh Doué !


Jérusalem, Jérusalem,
Chetu te Roué, er Roué hemp par,
En des gorteit ker pèl en doar
Get un hireh lan a hlahar.


Jérusalem, saù, ligernus !
Splann èl en héaul é kreis en dé !
Chetu te Roué

Karantéus !


En tenneris e goéh aveit mat.