Ar Gludic coz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Gludik Koz.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 120-122)



AR GLUDIC COZ
____


   En ti ar Gludic, en Sant Quai (bis)
’Couscont pewar en eur guele :

   Ann diou vatès, ar plac’h ann ti,
Ha Galibod, ’mê, pa arri.

   Ar vatès vihan a lâre
D’ar verc’h-henan, nac en noz-se :

   — « Lest ’vô digor dor ann antre,
Ma teui Galibod d’hi vuele ?

   « Lest ’vô digor ann orojo,
Ma teui Galibod, pa garo ? »

   Ar Gludic coz a lavare
Na d’he bried Fant, en noz-se :

   — « Eun dourni vraz am eus clevet ;
’Man Galibod gant ar merc’hed.

   Allumet golo, mar ’zo tan,
Ma ’z in da welet ma unan...

   — « Eun dourni vraz am eus clevet,
’Man Galibod aze, merc’hed.

   — « N’ man ket, ma zad, nem drompla ret,
Rac Galibod n’ê ket deuet ;

   « Met p’astennomp hon diwarou,
Nac a wigour ar garanou...

   En de war lerc’h, ar Gludic coz
A oa war geïnn eur c’hoz-varc’h coz,

   Hac arc’hant ganthan, leiz he doc,
Da lacad crouga Galibod.

   — « Galibod crouget na vô ket,
Ho merc’h henan hi deus lâret ;


   « Well ê Galibod ’n he rochet,
’Wit ar Gludic kigner kezec !

   « Well ê Galibod en he c’hiz,
’Wit ar Gludic, spazer ar wiz !


____________