Portret ma mestrès

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Portret ma Mestrez.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 118)



PORTRET MA MESTRÈS
____


Me ’m eus choazet eur vestrezic ha na eo ket a bell-bro,
P’hi gwelan, hi c’havan coantic, dre ma n’ônn ket he hano.

Eur visaj hi deus ma mestrès, na lâran ket ’vel ar roz,
Gant boutono estampillet, darn a lâr ’c’h ê ’r gwin zo cauz.

Dentet brao ec’h ê ma mestrès, plantet int ’vel percho piz,
Darn ’zo hirroc’h, darn ’zo berroc’h, ar berra keit ha ma biz.

Friet brao ê ma mestrès, met ’c’h ê keit hac eun troad tranch,
Zonj ra ganthi na ’n eus hini ken joli hac hi en Franç.

Eul lunedo deus ma mestrès grêt gant daou glerc’h barrikenn,
Ha war ann tour huëllan a wel ganthe eur gellienenn.

Eun daouarn a deus ma mestrès ’zo dispennet gant ar gâl,
He c’hivino ’zo hirgornet evel re eun aneval.

Eun diouscouarn deus ma mestrès a ra d’ei calz a enor,
Rac na n’int ket nemeur brassoc’h ewit n’ê diou rod killor.

Eur botô a deus ma mestrès ’zo kement ha diou vassinn [1]
Kement a dourni ra ganthe ’vel gant eur c’hoz taboulinn.

Cant doussenn üo deus torret, ’couezan war-n-he, nemet nao,
Ha pa ve couêt, a renc daouzec mont d’hi zevel en he zao.

Setu aze en pe fesson e tepeignan ma mestrès ;
Na gavan ket a ve hini capab da dôl dour em lès[2]


Mac’harit Fejer ha Françoise Briant Plourio.

____________
  1. La vassinn était une mesure de 25 livres, le 1/4 d’un boisseau.
  2. Ce bretonisme « jeter de l’eau dans le lait de quelqu’un » signifie « l’emporter sur lui » « lui être supérieur ».