Mont d’an endalc’had

Ar Gegin.

Eus Wikimammenn



FABL 31.


Ar Gegin.


Eur gegin en em voisq a blun
Hac a voa deus a eur paün.

O veza brao ha dereat
En em fachas deus e etat ;
Ma c’ha d’en em renji neuse
En qichen ar paün ive.
Ar re-all ho deus anveet
An dromplezon e devoa gred.
En em gavas tromplet e min :
Divoisqet e voe ar gegin
Deus al liou e devoa laëret,
Ha manific e voe pilet.

Sans moral.


Ar fablen-màn a vlam ar re
A gemer re huël degre,
A vev hac a gonvers ive
Gant cals pinvicoc’h evite.
Dre ze alies e c’haru
E c’heont paour gant ho c’hundu ;
Ma servijont da farceres
Evit an dud-all alies
Sentet eus ar proverb buan :
En em anveet oc’h-unan.


————