Ar Géant Lezobre
Etre Coat-ar-Skinn ha Lezobre
’Zo assinet un assamble ;
A zo assinet ur gombad,
Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad ;
Doue d’ reï’ d’ezhe beaj vad,
Ha d’ho re, er gêr, kêlo mad !
Aotro Coat-ar-Skinn a lâre
D’ann aotro Lezobre, p’hen salude :
— Bet ’m eûs lizer digant ar roue
Da gaout brezel ouzid, Lezobre.
— Mar t-eûs lizer da gâd brezel ouzinn,
Diskouez da lizer, m’hen lenninn.
— Disterra paper ’zo em valisenn,
N’ rofenn ket da lenn d’un azenn.
— Mar d-on-me azenn, a dra sur,
Me n’en ket azenn dre natur ;
Ma zad oa jeneral arme,
He vab Lezobre ’vo iwe.
Aotro Coat-ar-Skinn, mar permetet,
Mont da Santes Anna Wened ;
Mont da Santes Anna Wened,
Am eûs c’hoas ur wez prometet.
— Bonjour d’hec’h, Santes Anna Wened,
Deut ’on c’hoas ur wez d’ho kwelet ;
Tric’houec’h kombad ’m eûs kombatet,
Ha tric’houec’h am eûs goneet ;
Ho zric’houec’h am eûs goneet,
Dre ho krâz, Santes Anna Wened.
Hec’h an brema d’ann naontekvet,
Grêt c’hoas ur mirakl em andret ;
Ha me reï’ d’ac’h un donezon
Vô agreabl ’wit ho pardon ;
Me a roïo d’ac’h ha kaler
Ha gwiskamant d’ho seis aoter.
Ann aotro Lezobre a lâre
D’he bajig biban, en de-se :
— Ma faj bihan, em breparet,
D’ar gombad a renkomp monet ;
Mar mankan d’ann assination,
’Vinn komerret ’wit ur poltron.
— Ma mestr, ouzin-me mar sentet,
D’ar gombad-se na efomp ket ;
Bez’ zo tric’houec’h kant a soudarded,
Ha kement-all a dragoned ;
Ha kement-all a dragoned,
Sur mad omp da vea lac’het.
— ’N despet da deod ’nn hini ’gomzo,
D’ar gombad-se ni a ielo.
’Nn aotro Lezobre a lâre
D’he baj bihan eno neuze :
— Blerimet ho kleve ouz ma hini,
Ha deut neuze d’ar gombad ganin ;
Em dalc’homp hon daou ’n ur gever,
Ni droc’ho dir ’vel ann awel.
Hag war-benn un heur goude-se,
’N defoa lac’het Lezobre ’n hanter an-hê ;
Hag he baj bihan, en tu-all,
Hen d-eûs lac’het ur c’hement all.
Arme ’r roue ’zo bet lac’het,
’Nn aotro Lezobre ’zo kiriek.
Ar roue, pa hen d-eûs klewet,
D’he baj bihan hen eûs lâret :
— Ma faj bihan, em breparet
Da vont brema da Sant Briek ;
Ma efet d’ Sant Briek fete,
Da gomz ouz ’nn aotro Lezobre ;
Da gomz ouz ’nn aotro Lezobre,
D’ lâret d’ehan dont ma bete.
Paj ar roue a lavare,
En Sant Briek pa arrue :
— Bonjour a lâran d’ar gêr-man,
’Nn aotro Lezobre pelec’h eman ?
’Nn aotro Lezobre, p’hen eûs klewet,
He benn er fennestr ’n eûs lakêt ;
He benn er fennestr ’n eûs lakêt,
Da baj ar roue ’n eûs lâret :
— Salut d’ac’h-c’hui, paj ar roue,
D’ betra ’c’h eûs ezomm Lezobre ?
— Mé ’zo deut a-beurs ar roue
Da lâret d’ac’h dont he vete ;
Da lâret d’ac’h dont he vete,
D’ gombati ouz he vorian goue.
— Paj ar roue, d’in-me lâret,
Petra ’r morian a bini komzet ?
— Mar lâret n’am diskuilfet ket,
Me a gonto d’ac’h he sekret :
Ar morian-se, ma den paour,
Hen eûs sur maji ann Diaoul.
Pa dolo he zillad d’ann douar,
C’hui a dolo ho re war-var,
Ha pa deuio d’hoc’h aviza,
Tolet dour binniget gant-han ;
Pa ’z aï’ ar morian en ér,
Lakêt ho kleve d’hen digomer.
— Dalet, pajig, setu kant skoed,
Pa hoc’h eûs ma avertiset ;
Pa hoc’h eûs ma avertiset,
Penamet-hoc’h vijenn lac’het.
Ann aotro Lezobre ’lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Bonjour d’id, emeban, sire,
D’ betra t-eûs eomm Lezobre ?
— Lâret ’m eûs d’id dont ma bete,
D’ gombatti ouz ma morian goue.
P’arru ’r morian bars ar sâl,
E tol he zillad d’ann douar ;
E tol he zillad d’ann douar,
Lezobre dol he re war-var ;
Pa deu d’ehan hen avizan,
E tol dour binniget gant-han ;
Pa ’c’he ’r morian bars ann êr,
’Lake he gleve d’hen digomer.
Morian ar roue ’zo lac’het,
Ha Lezobre a zo kiriek.
Ar roue, pa hen eûs gwelet,
Da Lezobre hen eûs lâret :
— Hast kaer, emehan, Lezobe,
Tenna da gleve euz ma morian goue.
— N’ brisfen ket dougen ur c’hleve
’Zo bet en morian ar roue.
Ar roue, pa hen eûs klewet,
D’he gourtisaned ’n eûs lâret :
Ma c’hourtisaned, em breparet,
Rag Lezobre ’renk bea lac’het !
Lezobre, pa hen eûs klewet,
Ur saill dre ar fennestr ’n eûs grêt ;
War geign he varc’h ez eo pignet,
Ann hent braz hen eûs komerret.
Pa oa bars ann hent o tonet,
Tud o charread foenn ’n eûs kavet ;
Tud o charread foenn ’n eûs kavet,
Hag ouz ar mestr ’n eus goulennet :
— Lakêt ma marc’h bars al limon,
Ha war ar foenn tolet anon.
Paotred ar roue c’houlenne,
Pa oant o tremen, prest goude :
— Mestr ar foennerien, d’imp lâret,
Lezobre n’hoc’h eûs ket gwelet ?
— N’hon eûs ket gwelet Lezobre,
Na anveomp ket ann den-se.
Pa oa ann dud-se tremenet,
Lezobre ’n eûs d’ezhe lâret :
— Mar arruan c’hoas er Voas-C’hlaz,
Eno ’m eûs pewar c’hanon braz ;
Gant grâz Doue ha ma diouvrec’h,
Me ’savo troupo ’r roue ’n nec’h.
En Sant Briek p’ê arruet,
Lizer d’ar roue ’n eûs skrivet :
— Na gavfet den bars ar c’hontre
A gomzfe enep Lezobre ;
A gomzfe enep Lezobre
Balamour d’ar fripon ar roue !