Tud zo hag a lavar : — « Ne d-eo netra e-bed,
» Eur c’hrek zo o veuzi. »
Hag eur c’hrek zo eur c’hi !
Oc’h eur c’hi ve truez.
Ha ne dalv ar gragez
A zo tener ha mad, zo ho buez karet,
Karet ho bugale, karet ho friejou,
A zo ar vein oaled a domm ar c’halounou,
Ar c’hantoloriou kaer zo war-n-ho sklerijen,
Goulaouennou ann ti, evel heol ann envou,
Evel louzaouennou a bare peb anken,
Ho dourn atao noz-deiz a bep-tu o viret,
Dre ’r venoden ma’z eomp, na vemp gant drein toullet,
Ha ne dalvont ar boan, lavarit d’in brema,
E ve ar gragez-ze termet dindan ar beac’h,
E vent-hi skoasiet stard ha skoret gant ar vreach
E deuz bet digant Doue ar galloud d’ho harpa ?
Ne ket harpa hep-ken, karet a zo ive.
Anez ar garantez, na pe seurt harp a ve ?
Nebeud a dra eo c’hoaz evit kement a vad
A skuill euz he c’haloun eur c’hrek war he ziad.
Piou goude a lesfe da vont gant ann dour red,
C’hoar, pe vamm, pe bried,
Hep lammet war he benn d’he c’hlask bete ’r weled ?
Ar pez a lavarann ne d-eo ket heb abek ;
Setu evit petra : ama ez euz menek
Euz eur c’hrek paour a voe beuzet
Enn eur ster zoun, ar ster Odet,
P’edo o vont da gas ho lein
D’he fried, bener mein.
He-man, p’en doe klevet petra voa c’hoarvezet,
A red, kollet he benn, da glask korf he c’hrek kez,
Evit he liena, hag he lakat er bez.
E-pad m’edo o vont, a bep-tu o sellet,
Eur pez bandennad tud gant-han en em gavaz.
Goulenn a reaz out-ho ha n’ho doa ket gwelet
Doare ’bed euz he c’hrek ? Eunn darn a lavaraz :
— « N’hor beuz gwelet netra ; klaskit-hi izelloc’h. »
— « Arabad ! ’me re all, eunn tamm brao eo gwelloc’h,
» Mont a enep ann dour, rak daoust ma’z euz dinaou,
» Spered eur c’hrek atao a zalc’ho penn out-han ;
» Evelse eo bet great, a-viskoaz ha breman
» Da zevel he c’hribell enep ar gwella traou. »
N’eo ket, o c’hober goap, trec’h ar gwir war ar gaou,
Hag e vez gwella abek.
Daoust petra eo spered eur c’hrek
Pe ez eo fall, pe ne d-eo ket,
Da enebi nep zo ganet,
(Ar goaz hag ar vaouez
Zo ann eil egile deut diwar enebiez)
A enebo bete mervel
Ha goude mervel c’hoaz, mar gell.
Gant-han, gant-hi e vezo poan,
Ha war ho lerc’h marteze doan.