Al Louarn e ti eur furlukin

Eus Wikimammenn


AL LOUARN E TI EUR FURLUKIN


D’ANN AOTROU F.-M. LUZEL


 Gwell eur penn iskiz leun a skiant,
 Evit eur penn divoed zo koant.


Eur louarn a voa war ar studi
Evit mont da zen a lezen.
En em gavet da vont da di
Eur furlukin a Les-Kuden,
E voe mantret holl o welet

Kement all a draou oc’h bisier :
Dillajou glaz, ruz, marellet,
Barvouskennou, manegeier,
Rokedennou, frezillonou,
Darn arc’hantet, darn alaouret,
Saeou goullo, soroc’hellou
E pep giz zo hag a zo bet
Dastumet eno euz pep bro.
— « Sadama ’vad kavet gan-en, »
Eme Alan o trei enn dro,
— « Ia, sadama d’in eur guden
» Ha ne zifuillinn ket feteiz !
» Evelato red eo gwelet. »
Hag al louarn a zeou, a gleiz
Da glask ar pez ne wele ket.
Furcha ha paoata a ra
Ha, gant he fri tano aliez,
Kaer enn deuz furguta, c’houesa
E touez kement all a lastez,
Foeltr vad ne gav nemet kos flear,
Flear ar gevier, ann ormidou.
— « Gwelloc’h eo d’in-me mont d’ar gear
» Mont da studia va lezennou,
» Da c’hout ha me gavo gwelloc’h ?
» Kudennou ive zo enn-ho ! »

Ha da vont kuit Alan a loc’h,
Pa wel war eunn daol gaer eno
Eur pez mousklen, mar boe biscoaz,
Dremm eunn den kaer, amzer voa bet.
— « Sell ! eme Lan, setu eur goaz !
» Dre glask er-vad em beuz kavet
» Eunn dra-bennag a dalv ar boan.
» Ne ket a-walc’h evelato :
» Sellet piz out-han a rankann. »
Ha war ann daol al louarn a zao
Gant-han lemm ha krak he lagad.
Trei ra enn dro d’ar vousklen den,
Kemeret anezhi a zournad :
— « Penn kaer, ma ve enn-han boeden ! »
Eme ’l louarn, o vont ac’hano.


Ann traou n’int ar pez ma kreder :
Er pennou kaer n’euz boed atao,
Traou stank, kalz tud a weler
N’int nemet c’houez, nemet avel,
Traou brao dirak ann daoulagad,
Tud lugernuz zo-ken a-bell ;
Arabad out-ho tostaat !
Skiant ha furnez dec’h peurvuia
Dioc’h furlukin hag ormider,


Ar wirionez d’en em fuilla
A red da di al lezenner.
E-leac’h avel, lakait boeden
E penn ar re ra c’hoariellou,
Ha grit ive, dioc’h pep lezen,
Trouc’ha struj ha frezillonnou,
Evit ma teuio ar furnez
Diginklet kaer, kaer da bara,
Ha, dreist pep tra, ar wirionez
A dle beza ann heol sklera.