Ar C’homt Gwillou (stagadennig)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar c’hont Gwilhou.
Pewar c’hant kavalier zo gant-han war un dro,
O tont da eureuji ’r c’homtesig a Oeto. (bis)
Pa oa ann aotro ’r c’homt o tont gant he arme,
E klew ur verjerenn o kana er mene. (bis)
Ma lâre ’r vorjerenn ken brao dre he chanson :
— Arru ê ’r c’homt Gwillou, arru hec’h ê d’ar vro. (bis)
Komtesig a Oeto a deveus bet ar mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)
Ann aotro ’r c’homt Gwillou, evel m’hen eûs klewet,
De gât ar verjerenn promptamant hec’h ê et : (bis)
— Allons ’ta ! berjerenn kanet ho kanaouenn,
Ann hini a ganec’h brema-sounn a-boez-penn. (bis)
— Oh ! salv-ho-kraz emezhi, salv-ho-kraz na rinn ket,
Gant ar c’homt a Oeto me a ve puniset. (bis)
— Kanêt ho kanaouenn, kanet hi promptamant,
Pe me ’raï’ d’ac’h mervel aze soubitamant. (bis)
— Komtesig a Oeto a deveus bet ur mab,
Ha na d-eûs ket lâret piou a zo d’ehan tad. (bis)
— Dalc’het ’ta, berjerenn, setu aze kant skoed
Ewit ho kanaouenn war ar paper skrivet. (bis)
Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Aotro Doue, ma merc’h, petra ’vô grêt ama ? (bis)
O Doue, emezhi, ma merc’h, petra ’vo grêt,
Arru hec’h eo ar c’homt, aparisa ’vô rèd. (bis)
— Dalc’het, mamm, emezhi, dalc’het ma alc’houeo
Hag it d’am c’habinet da vouit braoerio ; (bis)
Ha digaset ganac’h ma robenn inkarnal,
Ma vô laket d’am c’hoar a zo ouzinn hanval ; (bis)
Ha digaset ganec’h ma seinturenn gaera
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan. (bis)
Pa antreas er sâl, a d-eûs hen saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried. (bis)
Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe nam boa ho kwelet. (bis)
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhau dimezel iffrontet,
N’eo ket c’hui ann hini a oa d’in dimezet. (bis)
N’eo ket c’hui ann hini am boa choazet da vroeg,
Ar verc’h henan a-c’hann a fell d’inn da welet. (bis)
— Me a gret, emezhi, ’z hoc’h gant ar gwinn troublet,
Me ê ar verc’h henan a zo d’ac’h dimezet. (bis)
— Tec’h al lec’h-se buhan diouz ma daoulagad,
Pe me ’c’h a da drempa ma c’hleve bars da wad. (bis).
Ann hini goz a lâre en kambr he merc’h hena :
— Doue ! ’mezhi, ma merc’h, petra ’vô grèt brema ? (bis)
Doue ! ’mezhi, ma merc’h, rèd ’vô aparisa !
Eman ho c’hoar er sâl, gourdrous ’ra hi lac’ha ! (bis)
— Dalc’het, ma mamm, ’mezhi, dalc’het ma alc’houeo,
Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo ; (bis)
Hag it da gerc’had d’inn ma abit du kanvo,
Ha mad a-walc’h a vô ewit mont d’ar maro. (bis)
Pa antreas er sâl, hi d-eûs-han saludet :
— Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried ; (bis)
Salut d’ac’h, emezhi, aotro ’r c’homt ma fried,
Tremenet ’zo seis vloaz ’boe n’am boa ho kwelet. (bis)
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, prinses, penoz a ret ?
Terrupl ez hoc’h mezus, pa na dostaët ket. (bis)
Chanjet braz ho kavan a-boe ’m boa ho kwelet,
Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet ; (bis)
Terrupl eo glaz ho jod, kornig ho tal merglet,
Pelec’h eman ar mab pehini ’c’h eûs ganet ? (bis)
— Me ’c’houl’ ma vinn fontet evel amann rouset,
Mar am eûs-me biskoas na merc’h na mab ganet. (bis)
— Ansavet ’ta, prinses, ouzinn ar wirione,
Ha n’ho pô drouk a-bed, abalamour d’ho re. (bis)
— Me c’houl ma vinn fontet evel amann war blad,
Mar am eûs-me biskoas ganet na merc’h, na mab. (bis)
Hag hen tapout he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a lampe al leas war hec’h abit satinn. (bis)
— Allons, ma sonerrienn, sonet ar gavotenn,
M’ aï’ ma frinses ha me da zansal en dachenn. (bis)
Na mar karjeac’h, prinses, n’oac’h ket deut d’am zrompla,
Me ’m boa hoc’h eureujet, kaera merc’h ’zo ’r vro-ma. (bis)
Na oa ket diouzin a oa d’ac’h ober goap,
Me na on ket ul laer pe ur c’hokinn bennag. (bis)
Allons, ma sonerrienn, sonet holl ar c’hanvo,
Intaon ê a-darre ann aotro ’r c’homt Gwillo !
Dastumet gant ann aotro P. Chardin,
En Kastell Roïgu, en parous Ploesal, ann daou war-n-ugent a viz Ebrel, 1871,
Roët d’inn gant ann aotro Anatole A. Vartelemm.