Ar C’hog hac ar Gluyar.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hlanvour hac ar Meudeucin. Ar C’hog hac ar Gluyar. Ar Glaouër hac ar Fouler.   ►



FABL 112.


Ar C’hog hac ar Gluyar.


Eun den en devoa en e dy
Eun nìnver bras deus a gegi :
Eur gluyar en devoa prenet
Da larda gante voe lacqeet.
Qer qent ma voelas ar c’hegi
Ar gompagnunes anezi,
E voe difesson saludet
Ha chasseet a dolio beg.
Y neuse voe afflijet bras,
P’en em voel reputet qen goaz ;
Mæs o veza lecqeet evez
N’en em c’hrent qet mad assambles,
Eus en em bilat ho goelas
Ha neuse en em gonzolas.

Arruet ar pez a garo,
Emei, en em rezolvet hòn ;
N’en em dourmantin qet buan
Pa en em bilont ho-unan.

Sans moral.


Eun den a ve fur ha parfet
A andur gant patiantet
Gant estranjourien injurio,
Pa ve entreze qerelo.


————