Ar C’haz hag ar Marmous

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 173-174)



AR C’HAZ HAG AR MARMOUS


————


Jilez an ormider, marmouz euz ar falla
Ha mignaon lip-dien, kaz euz ar re laerra,
Evel daou vreur, e’r memez ti,
A veve drant ha dizoursi,
Mignoun ar mestr oa dom Jilez
Ha mignaon mignoun ar vestrez.
Setu ama penaoz, heb beza kannet tamm,
E c’hellent, kouls pe gouls, ober meur a dro gamm.
Dom Jilez pa veze paket
Da virout na vije kannet
A zidostae, d’ar piltrottik,
A rea deg a deg siboudik,
A buche, var al leur-zi,
Kroaziet e zaouarn da bedi,
A rea kant ha kant mil ormid
Koulz pe wel hag eun tad ermit.
E’n eur skei var boul he galoun,
Atao en divize pardoun.
Mignaon eus e gostez, pa gleve c’hoez ar rost
Luch he lagad ha soun he lost.

A rede da gaout he vestrez.
Ober a rea tregont arvez :
En em dorcha ouz he losten,
En em ruilla var he barlen,
En eur lavared, hed-da-hed,
He gredo hag he japeled.
Atao e leac’h fest ar vaz
E veze flouret kein ar c’haz,

Griit arveziou, parlantit flour,
Hag e veac’h faoz evel an dour,
C’hui a vezo deuet mad
Gant mamm ha merc’h, gant mamm ha tad.
Goap a rit ? Neuz forz a ze

Kaloun an den, a gar fouge.