Al Leoun hag al Loan gornek

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 177-178)



AL LEOUN HAG AL LOAN KORNEK


————


Eur mintinvez, eul loan kornek
O redek a dreuz al lannek,
A bistigaz kostou eul leoun.
Hema ’ gav eun dra difesoun
Beza toulgovet e’r c’hiz-se.
« Penaos, emezhan ha n’oun-me ket Roue ?
» Ni velo hag hiviziken
» E chommo c’hoaz e’n hor c’hichen
» Korn na biskorn ? Rak mar chomm
» Ar zouben a vezo tomm,
» Ni raio d’ezhan he varo
» Hor c’hredet an nep a garo ! »
Ar c'’ad pa glevas ar c’helou
A zavaz flear, e’n he bragou.
« Kenavezo, va c’hamarad, »
A lavar hi da eun houad
A loje e tal e c’hichen,
« Mont a raan : ne ’ m gueli mui ken ! »
— Ha perak, eme an houad,
Mont, evel-se, da c’haloupad ?
Korn hebed n’euz var ho tal

Piou a gredfe klask ho trouzal ?
— « Kenderv Iann, ha va diouskouarn
» Kelt a daou viz eur forc’h houarn ?
» Evit kerniel ’ vint kemeret,
» Hag e’n ber me a ve flemmet.
» Pa glasker noazout d’an hentez
» E kaver mad pep digarez. »

Me a zounj d’in, evit eur c’had,
Al loenik rous a gomze mad.