Mont d’an endalc’had

Ar Bugelig hag e vam

Eus Wikimammenn
R. Prud'homme, 1903  (p. 13)


AR BUGELIG HAG E VAM
AR BUGELIG HAG E VAM



III


AR BUGELIG HAG E VAM


I

An intanvez ’lak he mabig
Klenk ’bars e gavel, kousket mig ;
A gempen ’neañ gant preder,
A ra d’eañ eur pok tener,

Ha skwis gant he dervez labour
En em ro d’an hun flourik-flour,
Heb ankoaat he zam peden
’Vel ma tere ous pep kristen.




II

Antronos veure ’tivunas
P’edo an de arri goall-vras ;
He zell kentañ ’vit he bugel…
Siouas ! ’mañ ken en e gavel !

— Doue, ma mab ! — a laras hi
Hanter vouget gant anken kri ;
Hanter vouget gant anken kri,
Ha furcha pep korn eus an ti ;

’Oa ket eno ! ’oa ket er porz,
’Oa ket kennebeut el lïorz ;
Setu hi gant youc’hadennou
O klask Yannig dre ar parkou.

E kichen eur puns don e wel
Botou koad bihan he bugel ;
Hennez oa d’ei eun taul glac’har,
Ken a gouez semplet d’an douar…




III

P’eo dizemplet, er memes lec’h,
Emañ Yannig en he divrec’h,
Dour ’n e zaoulagad liv an ne,
’Vel war glizin gliz ar beure.

Ha hi raktal o taoulina :
— Ma Doue, m’ho trugareka !
Ma Doue, m’ho trugareka ! —
Ne c’hell laret ken, gant ar joa.


IV

Ar vam a gomze evelhen
D’he mab chouchet en he barlen
— Lavar d’iñ eta, ma Yannig,
Petra zo c’hoarvet d’it, paourig.



— Ato, mammig, ’hoñ ’n em gavet
’Bars ma c’havel goall inouet ;
Ha me sevel da bourmeni
Hep trouz, gant aon d’as tivuni.

A-us d’am fenn eun heol skedus,
Kan an evned tro-dro, joaüs,
Me rede ’mesk yeod ar prajou
O kuntuilh ar c’haera bleuniou.

Serret eur strollad brav am oa
Pa oen arri ’tal ar puns-ma ;
Ha me war ar vardel krapet,
Ha stouï ebars da zellet ;

Gant plijadur ’welis ebarz
Eur bugel koant ’ræ d’iñ mousc’hoarz ;
Ha me gant ma dorn hen galve
Da zont da c’hoari ganiñ-me ;



Heñ, avat, ’wignas d’iñ ’vijen
Arri mat gantañ ’n e gichen ;
Hag ’oan prestik d’ober al lam,
Pa glevis ’vel da vouez, ma mam ;

Da vouez o c’harmet em c’halon :
« Doue, ma mab ! » Neuze ’m oe aon ;
Diouz ma dorn ’koueas ma bleunio
War ar pautr, ’welis ken eno ;

Ha me tec’hel d’as kaout, timad,
Hep sonch zoken d’am botou koad !
Pa oan ’tal ar grec’hien o vont,
Me dro ma fenn, m’es kwel ahont

E kichen ar puns o kousket ;
Ha me dont endro d’as kavet ;
D’as tivuni, sailhat ’n es koug…
Mam, lar d’iñ : ha me zo bet droug ?



— N’oñ ket ’vit da c’hourdrous, Yann gez,
Daoust ma ’teus gret diñ kals enkrez !
Hep bezañ drouk, ne oas ket fur
Ankoat n’out ’met eur c’hrouadur,

Ankoat n’out ’met eur c’hrouadur,
Eur pautrig dilu, a dra zur,
’Vitañ da gerzet hep lïam,
’N eus ezom meur ali e vam !

Pautr ar puns, ’zonjés ’oa pidi
Anout da vont traou da c’hoari,
N’oa man nemet da skeud treitour
An ije da veuzet en dour !

Dre c’hras Doue, ma mouez dister
Zo deut bet’ ennout abret-kaer
D’as terc’hel war vord an isfont…
O sonjal e skrijañ gant spont.



Doue, ma mab ! Kement gwech all
E vi war-nez ober tra fall,
Ra deuy arre da zon ennoud
Giriou da vam gæs en hirvoud !… —



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic "Lento dolce."}
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 4/4 
    \partial 8*1
    c'8 c4 a f g | a d c4. c8 | \break
    c4 a f g | a d c c | d f e d | \break
    c bes a4. c8 | c2. bes8([ a]) | g4 a bes g | \break
    f2~ f4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    An in -- tan -- vez ’lak he ma -- big Klenk
    ’bars e ga -- vel, kous -- ket mig; A gem -- pen ’ne -- añ
    gant pre -- der, A ra d’e -- añ eur pok te --
    ner.
  }
 }
 \layout {
   line-width = #123
   ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }