Mont d’an endalc’had

Ar Bley hac an Dènvet.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Serpant hav al Linv. Ar Bley hac an Dènvet. Ar Forest hac ar Paysant.   ►



FABL 43.


Ar Bley hac an Dènvet.


Petra bennac a ziabell
E voa ordinal ar brezel

Entre ar bley hac an dènvet ;
Mæs eur voech e voent accordet
Ha gred alianç entreze,
Roët otach a beb coste.
E re vunut ar bley a roas
Hac an dènvet a re ho chas.
An dènvet ne voaint qet dies
A alie peury en ho aez :
Ar bleydi munut a iude
Rac ho mam a vancqe deze.
Pa voa mancqet deze al læz,
E voaint en em gavet dies.
Ar bley a lam en deus criet :
Fe, allianç a so torret !
Hac en ho debras, an treitour,
Pa voaint en noas deus ho sicour.

Sans moral.


Eur sotis d’an hini a ra
O c’haccordi gant e nessa
Discregi deus e sicour re :
Aruout a ra goude-ze
Ar re so bed inimiet
N’ho deffe tout ancoueet,
Ha dre avantur e c’halfent,
An occasion pa voelfent,
Evit da attaqui treitour
Pa vez divoisqet a zicour.