Ar Bleiz hag ar chaseer

Eus Wikimammenn


AR BLEIZ HAG AR CHASEER


Lakaat bern-war-vern a zo eul loen spountuz,
Oc’h kement-zo e luc’h gant daoulagad c’hoantuz ;
        Heuzuz eo da welet.
Tud mac’houm ha tud piz, deut out-han da zellet !
Ha pa ve ar bed holl teuzet enn he galoun,
War gorre, enn-hi c’hoaz, ve beuzet eur mor doun.
Piou zesko d’ann tousek, amprevan louz, hudur,
Beva hervez ar reiz, evel a ra ar fur,
        Ha dibri hep kaout aoun
        Da vervel gant ann naoun ?

Ann tousek-ze, ann den, oc’h pep prezeg bouzar,
Ne lavaro biken : « Pevar droatad douar
           » Am goloio er bez.
» Hag evit kement all ez eo red kaout enkrez ?
» Beva zo a-walc’h : debromp, efomp, eta ! »
— « Hast affo, va mignoun, berr eo deiz ar bed-ma ;
» Aliez her lavarann, kalz a dalv va lavar :
» Debr hag ef ! » — « Ia ! » — « Pe goulz ? » — « Warc’hoaz e rinn hep mar, »
            — « Warc’hoaz ne d-eo da zen,
» Warc’hoaz a zo d’ar boan, d’ar maro, d’ann anken.
» A-benn warc’hoaz, mignoun, ann heol c’hell distaga,
» Ha dishorellet krenn, ar bed a c’hell frega ;
          » Warc’hoaz a zo da Zoue,
          » Brema hep-ken d’id-te.
» Dioual ’ta rak warc’hoaz, kemer brema dioc’h-tu,
» Hag hep marc’hata tamm debr hag ef war da du.
» Kemer skouer, mar kerez, diwar goust va c’helenn ;
» Furoc’h ’vit al loened, furoc’h ne d-eo ann den ! »


           Gant eur chaseer skoet maro,
                 Eur c’haro
           Hag eur garvez enn he gichen,
           Pilet ho daou enn eur dremen,

                 A voa eno war al letoun
                 Pleget ho fenn, mik ho c’haloun.
Evit eur chaseer ne voa fall ann dervez
                 Kaout eur c’haro hag eur garvez.
Hag a lorc’h ve hirio e meur a chaseer,
Gant daou seurt pesiad loen, gallout distrei d’ar ger !
                 He-man ne zistroas ket
                 Hag a voe gwall baket.
Eur porc’hel koz, houc’h gouez, reunek hag hirr he zent,
Gant-han trouz ha soroc’h a zibouch war ann hent.
                 Hor goaz, rak-tal m’her gwel,
                 He ziskouarn o sevel
                 Hag e c’hoad o virvi,
A strink eeun d’ann turier eur bir lemm d’he dreuzi.
Krogou zo gant ar beo : ann ankou hag he falc’h
Ho doa poan o staga, o toulla da gaout dalc’h.
Rankout voe d’ar falc’her, ’raok medi he horden,
A-raok pilat ann houc’h war he gein oc’h torgenn,
Rankout e voe d’ezhan dourna iud, darc’hai sounn,
Evit gallout tizout bete poull ar galoun.
Dre nerz eur pez taol feuk evelato pilet
Al loen, a-stok he gorf, a gouezaz morfilet.
Sada d’ar chaseer tri damm ha n’int difoun,
                 Ma vije a-walc’h anezho.
                 Petra dalv lavaret ?

Easoc’h dizec’ha ’r mor, eget karga kaloun
           Eunn den mac’houm ;
           Efa ra hep beza mezo.
           Ann houc’h diabafet
           A zao krenn enn he za,
A lamm d’ar chaseer, ’pad m’edo o viza
Eur glujarik iaouank plafet war eur pengenn,
Ha, goude hen teurka, a varv enn he gichen.
       Ar glujar hen trugareka.

D’ar c’halounou diwalc’h eo al loden genta,
Ha d’ar re zo re biz hou-man, ann diveza.



Eur bleiz o vont e biou, o welet ped a zo
                  Maro :
« — Aotrou Doue ! eme z-han, d’hoc’h-hu me lavaro
» Eur beden gaer bemdez, mar grit d’in kaout em hent
          » Eur seurt freskad d’am dent.
» Unan, daou, tri, pevar : evit peder zizun
» Peadra da zibri, ha me a zo war iun !
» Arabad, ’velato, beza gant-ho foran ;
» Rak d’in-me ha d’am seurt ne vez da lein, da goan
          » Terket bemdez ker koulz tinel. »
(Ac’hanta ! debrer laou, oud piou ar bleiz hevel ?)

— « Gant-ho war benn tri deiz me a c’hello staga ;
          » Da c’hortoz, debromp da genta
» Korden ar warek-man, great eo bet, me c’hoar-vad,
» Gant eur vouzellen oan, dioc’h ar c’houez eo anat. »
Hag ar bleiz da gregi, da zacha endra c’hell,
      Hag ar warek o tizantell
Da stlepel ac’hano paotr ar bouzellou ein
Toullgofet treuz-didreuz, maro-mik war he gein.


Dont a rann d’am lavar : bezit perc’hen ho tra !
Setu eunn den, eur bleiz lazet ho daou ama :
      Unan, dre c’hoantaat kaout re,
      Ha dre veza piz, egile.