Ann Aotrou-Doue hag he vereur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



ANN AOTROU-DOUE HAG HE VEREUR


           Troit ar gwella ’vel ma karfoc’h,
           Da fall ez ai, hep Doue gan-hoc’h.


Ann Aotrou-Doue gwechall en doa eur goumanant [1].
Embann a ra, dre ’r vro, d’ar re voa diatant

E vije great lizer anezhi ’nn deiz-man-deiz.
D’ar mare deisiadet, diwar ar meaz e-leiz
             En em gavaz eno.
             Pep hini anezho
             Ra he gennig kenta ;
Goude, zelaou ar mestr, out-han a varc’hata.
Unan a lavare e voa kalz a zouarou
Distuz, leun a strouez ha griet a louzou ;
Eunn all : vije dispign ; he-man : poan o veva ;
Hen-nez : ne voa foennek ; ann dra-ze, ann dra-ma.
A-raok prena, gwerza, marc’hata a zo red,
Lavaret kalz a draou ne vezont er spered.
Prener a damallo ar pez a gav gwella,
Ha gwerzer a veulo ar pez ne dalv netra.
Ann eil hag egile, ’vit gounid eunn diner,
             A gollo kalz amzer,
             A livo kalz gevier
             Hag a ielo d’ar ger
Great ho labour, ha skuiz, da gousket dibreder.
Gwelloc’h eo beza paour ha beva leal war zouar,
Evit gwerza nao real ar pez ne dalv pevar.
Ann Aotrou-Doue, a-vad, ne d-eo ket marc’hadour ;
Enn he leaz, enn he win ne laka berad dour.
Evit-han da glevet petra voa komz Iann-diek
O kaout enn he atant tamall, rebech, abek,

             Ne lavare netra,
             Nemet c’hoarzin ne rea,
O kredi e rankche derc’hel he goumanant.
E-touez kant bourc’hiz diod ’vez hanter-kant diskiant ;
E-touez ann dieien ne voa nemet unan,
Eul lastez aotrou-tiek, brabanser ha mondian,
Ie da choum war ar meaz da zeski d’ar re all
Ne voant nemet tud kleuk, ezen, pennou chatal ;
Ne c’hwient labourat : palat, arat, hada,
C’hwennat, medi, endramm, dourna, kakuada.
Hen a-vad a voa goaz, hag eunn den a spered,
Burzud ha maill ar vro, ma vije bet kredet ;
Eunn den blokuz ouspenn, ne varc’hatea ket pell,
Arc’hant he dadou-koz gant-han enn he c’hodel.
D’ann Aotrou-Doue lavar raje out-han lizer,
Ne rea forz oc’h pe briz, gant ma vije ’nn amzer
Enn he zere bemdez hag evel ma karje ;
Ma vije glao, sec’hor, dioc’h-tu ma c’houlennje.
Ar marc’had a voe great dre skrid, na petrata !
Mereur ann Aotrou-Doue, brema tiek ar c’henta,
A zao sounn he vruched hag a c’hoari he benn :
— « Glao a-bil enn tu-man ! gwalarn, pak da valken,
» Ma tispako ann heol ! mall eo d’ezhan tomma
» Ann ed am beuz bremaik gounezet er park-ma ;
» Diwana rank dioc’h-tu. Mad e ve marteze

» Digas avel izel war lerc’h eur barr arne ?
» Ha ma ve gliz ama, pa deu skourn el leac’h all ?
» D’am douarou me neuze ne ve ket eunn dra fall. »
Kement tra a c’houlen aotrou-tiek ann amzer
             A rank dont war he c’her,
             Daoust a vije gant-hi.
Glao, tomder hag avel, na glaskit enebi,
Ho mestr a gomz ouz-hoc’h, grit, grit ho kevridi !
Amezeien he-man, tud kleuk a lavare,
Amzer evel a-raok gant-ho en em gave
           Hanv-c’hoanv ha pep mare,
Ha laouen, ’vel ann heol, bemdez a laboure.
Ann dra-ze ar gwella : labour ann den zo mad,
Ha labour Doue zo red da zigas ann drevad.
Doue voa gant ar re-man, n’edo gant egile ;
           Rei reaz d’he vugale
           Eunn eost puill, a zoare.
He vereur-tiek a-vad en devoe peadra,
Kement hag a voa red en he zouar da hada.
— « Er bloaz a-zeu, ’me z-han, evelse ne vezo,
» Ha nemet diez e ve, e kredann em bezo
» Ar priz-braz zo-mui-ken evit va labourou. »
Perak n’en defe ket ? He-man zo tiek aotrou.
            He-man, ar bloaz war-lerc’h,
            Goude kaol-saoud a laka kerc’h.

Ar c’herc’h ne voant re stank : petra ra ? war-n-ezho,
Strinka a zeou, a gleiz ienien, skourn-du ha reo.
— « Evel-se, eme z-han, o sutal, o kana,
» E vo kant war unan…, mar gellont kefiada ! »
Ne d-eo ket kefiada gant-ho a c’hoarvezaz
Nag ive gant ann heiz, ar gwiniz a hadaz.
Ha setu, ann eil gweach, gant bleiner ann amzer,
Eat ma voa eunn truez eost ann tiek brabanser.
             Daou vloaz a zo kollet.
Eur pez kaer koll daou vloaz ! anefede klevet
E c’hoarz ann holl d’ezhan, e ve lorc’h enn azen…
— « Asa ! souezet ounn o welet ne c’halfenn,
» Me pinvidik-perfoun, mereur ann Aotrou-Doue,
» Me laka ann amzer da drei gan-en ive,
» Ne c’halfenn-me ket kaout gwiniz, kerc’h ha segal
» Kement hag ar re-ze zo koz tieien fall ?
» Gwisiekoc’h evit-ho, skriva ha lenn a rann,
» Gallek ha brezounek ive a ziskolpann
» Koulz a-dreuz hag a-hed, n’euz forz e pe zoare ;
             » Petra vir ’ta neuze,
             » N’am be eost evel d-ho ? »
— « Petra vir, aotrou keaz ? Kement den zo er vro
             » A gred hag a lavar
» E c’houzoc’h re a draou evit labourat douar.
» D’ann tiek choum war ar meaz ha d’ar bourc’hiz e kear.»

Evelse ne c’hoarvez enn amzer zo brema :
Hen-nez a fell d’ezhan ober labour he-ma,
He-ma labour hen-nez, ha dre ziskianted,
Ez a bemdez pep tra falloc’h-falla er bed.
Ann dud a gav d’ezho ez int holl brema fur,
N’ho deuz ezomm a Zoue, ema gant-ho he stur
Hag e c’hallont ober, ’vel ma tro enn ho fenn.
Kement labour a reont a ia da labour wenn.

Da welet he labour, ann Aotrou-Doue a zell,
Dre eunn toullik enn Env, hag ac’hano a wel
Gant eunn taolik lagad ez a enn dro ar bed,
Eo great brema ann eost ha dastumet ann ed.
— « Mad ann traou ! eme z-han, nemet va mereur eo
» A zo em c’houmanant he-unan daou vloaz zo ?
» Red eo d’in-me gouzout petra deu da veza,
» Daoust ha dioc’h he atant en deuz gallet beva ?
» Poan am beuz o kredi ; gant-han n’euz deut da vad,
» Deut eur c’hreunen hep-ken euz a chemed he dad.
» Pa reaz marc’had ouz-in e kavaz d’in gwelet
» E voa eunn tamm briz-diod, e voa, dioc’h he glevet,
» Ne c’houzoun a be vro ; rak chaokat fall a rea
» Gallek ha brezounek, hevel oc’h eur goz vrea.
» Ne ket diwar ar meaz, hag euz a gear e ve ?
» N’euz forz euz a beleac’h, a Leon pe a Gerne,

» Hep gouzout tiekaat kemeret koumanant,
» Goulenn kas ann amzer, hep kaout eur begad skiant,
» A voa daou berz ker fall, ma kavaz d’in voa red
» Rei d’ezhan he c’houlenn da gentel d’he spered ;
» Ha da ziskouez ouspenn ne d-eo ket ar madou,
» Deskadurez trefoet, nag ive koz huvreou
» Evit deski aotrou, e daou na tri bloavez,
» Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar mez.
» Ar re-man a labour bemdez gant ho divrec’h,
» Gleb dour-teil e c’houezont kroummet dindan ho bec’h,
» Ha dre ma tizont kaout eur pennadik amzer
» Da ziskuiza ho c’horf, savet ho fenn enn er,
» E troont ho spered enn dro da daol evez
» Oc’h kement a welont, da zastum gwisiegez.
» Ar wisiegez ho deuz gant-ho ne d-a da goll,
» Rak, goude barr-arne, ma tispak kaer ann heol,
» M’ho c’hlev o lavaret : « Ann Aotrou-Doue, hon Tad,
» A c’hoar gwell evid-omp bemdez petra zo mad ;
» Kemeromp ’ta hep klemm ann amzer ’vel m’ema,
» Ann hini dro ar bed a labour da genta ! »
» E levr kaer ann envou ann tiek noz-deiz a lenn,
» Hag hep skol all e-bed zo ar gwisieka den.
» El levr-ze ’kav ann tu da gaout nerz oc’h he boan,
» Da gaout ed euz he zouar o labourat heb ehan ;
» Hag ar skiant-ze d’ezhan a dalv mui a vadou

» Eget na dalv arc’hant da c’hodel ann aotrou.
» Ann aotrou, va mereur, gav ann douar re izel ;
» Falla tiek zo e-kreiz, e daou benn Breiz-Izel
» A rafe mez d’ezhan, pompader he azen,
» N’en deuz hed he vuez trouc’het diou vuzugen.
» Ne anavez zo-ken peul-kar dioc’h killourou,
» E kreiz he barkeier, n’euz nemet beskellou,
» Dre ma rank tud a skiant ober ’vel a lavar
» Eunn diod ne c’hoar netra nemet koll d’in va douar
         » M’ar d-eo eur c’holl d’in-me,
         » D’ezhan e vo ive,
» Rak ma na deu d’am c’haout ha d’en em zamanti,
» Tesko diwar he goust mont da goumananti.
» Daou vloaz en deuz kollet, seiz vloaz all a gollo,
» Ha kement liard en deuz euz he ialc’h a ielo ;
» Evit rei skiant d’ezhan her c’hraza, pa ve red,
» M’her c’hraz… Ann Aotrou-Doue n’en doa peur lavaret, »
M’en em gavaz eno he diek pleget he benn,
He zaoulagad brema digor d’ar sklerijen.
— « Petra zo, va mereur, ma’z oc’h deut d’am gwelet ?
» N’ema ket gouel-Mikeal ? » — « Aotrou, me zo nec’het :
» Setu daou vloaz a zo m’ounn enn ho koumanant,
» Hep na deu d’in diout-hi nemet dispign arc’hant.
» Hag ann dra-ze c’hoarvez, brema me wel ervad,
» Dre na c’hwesinn biken tamm e-bed tiekaat

» Gallout labourat douar a gave d’in voa eaz,
» Ha ne voa red da-ze nemet mont war ar meaz,
» Dre c’houzout ar gallek, d’ober skol da ezen ;
» Ha pa-dal, ann ezen ra skol d’ann aotrouien.
» Brema ounn dizounet, brema sklear e welann
» Klaskenn deski re all, hep gouzout va-unan.
» Ma ve ho madelez terri krenn va lizer
» Ha kemeret ive digan-en ann amzer,
» M’ho trugarekafe ! » — « Ia da ! eme ’nn Aotrou,
» Terri rann ho lizer hep ober d’hoc’h mizou,
» Dre ma welann ervad eo brema pareet
» Dioc’h klenved tiekaat e daou vloaz ho spered.
» Ped aotrou evel d-hoc’h ha ne bareint biken !
» Ha me Holl-Challoudek, me garfe e c’hallfenn
» Tenna euz ho fennou ar greden zo enn-ho
» Ne ve great netra vad, ma na ve great gant-ho,
» Pe lavaret ober… rak seurt e-bed ne reont,
» Nemet dispign arc’hant, arc’hant a c’hounezont
» Gant divreac’h ar re all, o labourat ann douar.
» Ma rankfent he c’hounid, e ve d’ezho darbar !
» Neuze, ne ve klevet kemend-all a gomzou
» Ne zavo diwar-n-ho na kolo na pennou.
» Ma vent diwar ar meaz e c’houfent holl er-vad
» Ne ket aotrouien gear zesko gwell tiekaat. »

Evit temzi pep douar da rei ar gwella traou
Nebeud a dra ve red, ma karfe pep aotrou
Tenna kresk, komision diwar bep koumanant,
Kaout truez oc’h ann tiek hag oc’h he ialc’h damant,
Lezel ann Aotrou-Doue da rei glao pe avel,
Derc’hel sioul he c’henou hag he galoun izel.






  1. Koumanant, s. f., ferme, métairie. — D’après M. Aurélien
    de Courson (Essai sur 1’histoire, la langue et les institutions de la
    Bretagne armoricaine. — Paris 1840), ce mot ne dérive pas, comme
    le prétendent nos légistes, du mot latin conventus, mais d’un terme
    de la langue bretonne, terme qui, dit ce savant auteur, désigne
    une institution spéciale aux régions où se parle ce dialecte. — Ce
    terme fut sans doute rapporté d’outre-mer par nos ancêtres lorsqu’ils
    vinrent se réfugier dans notre petite Bretagne. Or, ajoute
    M. de Courson, page 262, nous lisons dans les lois de Hoel-Dda le
    mot kofnat, employé dans le sens de pacte, engagement, et rendant
    notre convenant, appliqué au bail congéable. — Le mot kofnat
    s’écrit cyfanadd, en gallois, et, dans cette langue, le c se prononce
    comme un k, et l’y comme un o ; il paraît être un temps du verbe
    cyfanaw qui se compose de l’adverbe conjonctif cyf et de anaw,
    engager, pactiser. — A l’art. koumanant du dictionnaire de M. Le
    Gonidec, qui fait ce mot du genre masculin contrairement à 1’usage
    du Haut-Léon, M. de la Villemarqué dit que, pris dans le sens de
    fief, il s’écrivait anciennement kemenet, d’où peut-être le Kemenet-
    Illi dont parle M. Kerdanet dans la Vie des Saints de Bretagne.